Unvaniezh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, 01/1908
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

          Un ali, Bretoned,
Hag eus ar re wellañ ! – Evit bout difezus*    [?]
Ha doujet e pep lec’h ’vel ar bobloù nerzhus
          Bezomp holl unanet !

          Ya, bezomp unanet !
Ha beuzomp ’kreiz ar mor ar politik euzhus
Pehini a c’hwezh tan ar gasoni mezhus
          E-touez ar vignoned !

          Neuze, hepken, da wir,
E c’hellimp labourat ! ha gwelet hon Breizh paour,
          ’Despet d’ar Gall diwir.

          O adsevel seder,
Un deiz, eus he dismantr !... ’Us dezhi an heol aour,
          O c’hoarzhin d’he c’haerder !