Stad al labourer douar
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Moulerezh ar Bobl, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
- Kinnig
- Va anv barzh
- Pedenn
- Karantez Vro
- ar Varzhed
- Devezh-hañv
- Breizh divarvel (1)
- Breizh divarvel (2)
- Korventenn
- Pezh a lavare Georges Sand
- Brec’h Helian
- Heñvelidigezh
- Beure lirzhin
- Yezh ar C’helted
- o Mor !
- an Euzhusañ tra
- Va ene
- Buhezusted hon Gouenn
- Stad al labourer douar
- Dihunomp !
- Chalmoù va Bro
- Kentoc’h mervel !
- D’ur c’henvreur
- Anken
- Breizhiz penn-kil-ha-troad
- O Heol !
- D’hon Breizh hepken !
- Reier Ploumanac’h
- 824-851
- Serr-noz
- Adsavidigezh Breizh
- ar Glañvourez yaouank
- da Loeiz Kerzilin
- Krenit !
- Bro Gerne
- Youloù Breizhiz
- da Germarker
- Breizh hag he mibien
- Esper Brizeug
- Me ’gar...
- Lorc’h a zo ennon
- Man da c’hortoz
- Huñvre ha gwirionez
- Menez-Bre
- an Amzer ’c’hall tremen...
- Va c’hoantiz
- Mestr ha mevel
- Banniel Breizh
- an Amzerioù zo arru
- Enez Eusa
Hetus-meurbet eo stad al labourer douar.
Bevañ a ra e peoc’h pell dimeus safarioù,
Pell dimeus follentez ha diroll ar c’hêrioù
En ur ganañ laouen, rak hirvoudiñ ne oar.
A-wechoù koulskoude e labour a zo tenn
Hag eus e dal berv ar c’hwezhenn a ziver,
Met leun eo a galon, avat, hag an dever
Gant ar spi zo bepred a-walc’h ’vit e souten.
Mistri ebet n’en deus. E frankiz zo divent
Hag aer c’hlan ar maezioù a nerzha e skevent.
Labourat a ra ’vel daou dre m’eo leun a yec’hed
Ha d’an noz, goude koan, e tiskuizh evurus,
En e di soul, e-kreiz e vugale karus,
Dindan selloù kuñv e bried.
Meurzh 1908