embannet e Breizh divarvel :

Krenit war ho tivhar tud lorc’hus a Vro-C’hall,
Ha c’hwi re a Vro-Saoz ! ’Glevit ket o youc’hal,
Gant fulor gouez, pobloù Keltia unanet
’Enep d’ho nerzh diroll, kozh mac’herien daonet ?

’Glevit ket o trouzal e-kreiz al lanneier,
E donder ar c’hoadoù mouezh dir ar c’hlezeier ?
’Glevit ket, e pep lec’h, o kanañ ar varzhed
Hag o respontañ d’e an heklevioù kuzhet ?...

Krenit ’ta ! Krenit holl ! Tiranted an div Vreizh.
Fin zo d’ho torfedoù ha d’ho puhez direizh.
O tihun ’mañ Arzhur, flammoù ’n e zaoulagad !

Krenit ! An deiz zo tost ma kerzho d’an argad,
Leun arre a vevder, m’ho trec’ho ha zoken
M’ho pounto tout er-maez e Vamm-Vro da viken !

          Here 1902

 

     embannet e Ar Vro :

Krenit war ho tivhar, tud lorc’hus a Vro-C’hall
Ha c’hwi tud a Vro-Saoz !... ’Glevit ket o youc’hal
Gant ur vras a fulor, dre-holl ar Vretoned
Enep deoc’h ha d’ho re a-nevez unanet ???...

’Glevit ket o trouzal e-kreiz al lanneier
E donder ar c’hoadoù mouezh dir ar c’hlezeier ?...
’Glevit ket e pep lec’h o kanañ ar Varzhed
Hag o respontañ d’e an heklevioù kuzhet ???...

Krenit ’ta ! krenit holl gwaskerien an Div Vreizh !
Fin zo d’ho torfedoù ha d’ho puhez direizh !
O tihun ’mañ Arzhur, flammoù ’n e zaoulagad.

’Raok pell e vo gwelet war hentoù an Argoad
Nerzh gantañ ’vel gwechall ha prest c’hoazh da vervel
Dispont ha laouen-tre, ’vit douar e gavell !...