Sonig a garantez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, 04/1905
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

          Da’m Annettig

Pa’z eo du beg ar menezioù
Neuze ’blij din, ’hed ar maezioù
Huñvreal da’m mestrezig koant
Da’m muiañ-karet, va holl c’hoant.

Ha kanañ laouen ha seder
War an delenn, er sioulder,
Ar garantez ’meus eviti,
Karantez ’vel na zo hini !

Kanañ, kanañ hep paouez tamm,
Mousc’hoarzh he yaouankiz dinamm,
C’hwezh-vat he genet souezhus,

Peoc’h he c’halon madelezhus,
Tommder he selloù, levenez,
Furnezh ha galloud hec’h ene...