embannet e Breizh divarvel :

D’ar c’houlz-se hon Mamm-Vro, skedus en he c’haerder,
’Save dispont he fenn ’mesk ar broadoù all
Rak un den a furnezh, a youl, rener leal,
Nevenoe anvet, he sturie gant preder.

Dre ijin e spered ha nerzh e galonder
Izelaat a reas holl rogoni Bro-C’hall.
Pa fiñve beg e viz hepken Charlez ar Moal
A grene damantus en despet d’e valc’hder.

Un deiz, tost da Redon1, ar Frañsizien direizh
Gantañ ’oent brevet mik hag an deiz-se da Vreizh
E kinnigas broioù nevez pinvidik-mor.

Hon gourdadoù e lesanve « Tad an Armor »
Gant abeg rak eñ eo a reas anezhi
Ken meur hag a roas ur vuhez frank dezhi.

          Gouere 1908

 

     embannet e Ar Vro hag anvet « Nevenoe, tad ar Vro » :

          d’ar barzh Eostig Kerineg

D’ar c’houlz-se hon Mamm-Vro, skedus en he braster
’C’helle kemerout plas ’touez ar broadoù all,
Rak ur rener dispont, karadek ha leal,
Anvet Nominoe he sturie gant preder !

Dre ijin e spered, ha nerzh e galonder,
Reiñ a reas dezhi he frankiz a wechall !
Pa fiñve beg e viz, hepken, Charlez ar Moal
A grene gant ar spont en despet d’e Veurder.

Trec’h eo bet e pep lec’h d’ar Frañsizien divezh,
Hag e-kreiz emgannoù spontus ha diziwezh
’Neus lemet digante meur a vro dudius !…

Ret eo eta deomp-ni, Bretoned didrec’hus,
Delc’her soñj anezhañ !  rak hep e youl hon Breizh
A oa da Vro-C’hall gouez, siwazh, taolet da breizh !