Buhez torret

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, 12/1906
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Tristidigezh al lann ! Tristidigezh an Ne[ñv] [!]
Da’m c’halon ez oc’h dous ! Didruez an Anken
’Neus skornet anezhañ, siwazh da virviken !
          Ha gloazet va ene !

N’eus ket pell c’hoazh, e oan joaius ha dianken !
N’eus ket pell c’hoazh, dre-holl, seder, me a gane !
Met hiriv n’eus evidon nemet daeroù hepken
          ’Lec’h e oa levenez !

Rak gwelet ’meus va Dous, o Tonkadur iskis !
          Va dous muiañ-karet
Diskennet ’n ur bez don e-kreiz he yaouankiz !!!

Ab’oe an deiz kriz-se, va buhez zo torret !
          Beuzet eo va glac’har
’Vel un den sot ez on, bremañ, war an douar !!!