un Huñvre

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Page 179 – « Penaos ’on bet sakret barzh », Kroaz ar Vretoned, 27/01/1901
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

En noz tremenet
Ez on bet sakret
’Vit ur biken barzh.
Reiñ deoc’h un heklev
Penaos ’voe an traoù
Me na oufen harz.

E-tal un daol-vaen
E oan ’n un draonienn
E-kreiz koadoù don ;
En neñvoù al loar
Gant he sked dispar
A luc’he warnon.

Gaouiad e vefen
Mar na anzavfen
Em boa un tamm spont,
Ha sellet a raen
Mar oa gwenodenn
Er gêr da zistront.    [zistreiñ] 

Pa a dispakas
Ur pikol pezh gwaz
Deus kreiz an daol-vin* ;    [daol-vaen] 
Hir e oa e vlev,
Hag e varv tev
’Reze e zaoulin.

Gant e gleze noazh
Teir gwech e skoas
Ewar pal e zorn ;
Hag en-dro dezhañ
Tud o tibradañ
Eus a gement korn.

« Barzhed ’n amzer gozh,
En ho pezioù kloz,
War ma gourc’hemenn,
Hoc’h eus dastumet
Hag hoc’h eus peget
’N eil poultrenn d’eben.

» Unanet ’n ur stroll
Bremañ ’z eomp holl
Da sakrañ ur Barzh.
Ratoz ken buan
A lakfomp ennañ,
Ma vo tredemarzh !

» Ken flour e kano,
Ken sklent e sono
War e delenn aour,
Ma vo ’vel kazerc’h*    [kazarc’h] 
An holl war e lerc’h,
Pinv’ik evel paour. »

Neuze ’tostais,
Hag e c’hourvezis
Ewar an daol-vaen.
Ar barzh kozh ’lakaas
Kleze war ma skoaz
Ha dorn war ma fenn.

« Dre an hollc’halloud
’Zo em c’hleze-broud,
Ez out Barzh sakret ;
Ma’z ay da werzioù,
Da ganaouennoù,
Wat vrudañ bepred ! »

Ha gant e gleze
Am broudas neuze,
E stokas da’m fenn ;
Hag an holl varzhed,
En ur vouezh kevret,
A youc’has : Amen !!!

…………………….

Ar youc’hadenn-se
Oa ken sklent, ken gouez,
Ma lammis gant euzh ;
Ha souezhet ’vis
Pa en em gavis
’N em gwele a-dreuz !

Ar maen-taol, e oan
Gourvezet warnañ,
Oa ur c’holc’hed c’hloan ;
Hag ar c’hleze-se
Am broudas goude
Oa… ur c’hwennenn voan ?!…