un Eured

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Pages 179-180
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    kinniget d’an aotroù Vallée, rener « Kroaz ar Vretoned* »    [ur gelaouenn] 

Me ’welas un dra ’weler ket bemdez,
E Koatmalouan, dilun d’abardaez :
War skourr un dervenn krommet d’an douar
Eured ur bruant hag ur c’hanapa[e]r.

An oc’h o tonet gant e dousig koant,
Ken seder ha tra, ken mistr ha ken drant ;
Hag o heuilh, gant pres, pep seurt laboused
Eus a gement liv a oufec’h kavet.

Eus stroll sellerien, kuzhet er bodoù,
Evit kaout keloù dimeus al lidoù ;
En o zouez, me ’gred, meur a glouarig
Graet gantañ, gwechall, askell d’ar goantig.

Houmañ, war he fenn, ha fichet ken brav,
Ur gurunenn wenn, graet gant bleunioù skav ;
Hetus he gened, kuñv he neuzioù,
C’hoantegezh a sav en holl galonoù.

He mignon bruant, fourgaser diboell,
Kabiten brudet en dachenn vrezel,
A doug a-stribilh, stag ouzh ur seizenn,
Ur c’hleze krennet diwar ur blouzenn.

’N un taol, er bodoù, ar richan a dav,
Ha dirak an holl ur pabor a sav ;
Kozh eo ha loued : ab’oe bloavezhioù
Hemañ a unan evnigoù ar vro.

War an daou vignon, stouet penn izel,
Ar pabor a sav ur pav, un askell ;
Un nebeud gerioù a gan ewarne… 
Setu, dindan bluñv, daou bried nevez !

Raktal, er c’hlazenn, tri darin penn-foll
A ziskenn da reiñ diduell d’an holl ;
D’ober kant ormid*, d’ober mil ardoù :     [orbid ?] 
An evned a veul diwar ar bodoù.

’Dal’ m’o deus achu, gant c’hwec’h pennduig
C’hoari mouchig-dall, c’hoari penn-toullig :
E Koatmalouan biskoazh ul labous
Ne glevas kement cholori na trouz !

    ***

Met seurt jabadao a skarzh ar bruched,
Ha tud an eured ’deus naon ha sec’hed :
Ur c’houlz dereat ’vit pep tra a zo :
Ar pabor-ermid a lâr ar graso[ù].

Mouilc’hi beg-melen dirak pep hini
A lak ’n un delienn lusenn ha sivi,
C’hwiled ha preñved, greun ha madigoù,
Bec’h a vo, emberr, dindan al lostoù !!

Meleganed flour, stipet ha faro,
A deu ’n o goude, gante bleunio[ù],
Ar c’hlizhenn-veure enne o luc’hañ :
Re ’neus ar spilfig* a c’hoarzh ouzh o foan.     [sparfellig ?]

Hag adarre-kaer ar c’hanaouennoù
A bep eil er c’hoad gant an ebatoù ;
Nag a zañserez, koazhet ha disneuz,
A ouelo warc’hoazh gant ar vezh, ar geuz.

Met an noz zo ’tont war ar c’houmoul du,
Pep hini, raktal, da vont en e du :
En ur gleuzenn fav ’n daou bried nevez
’Y-a, a bres-askell, d’aozañ o gwele.