un Distro poanius

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Pages 170-171
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Avel yud, luc’hed, kurunoù,
Ma son ar rec’hel en aodoù ;
Ruz-gwad an neñv ’vel ur forn-dan,
Spontus ar mor o tidarzhañ.

Du-hont, a-bell, ’tal tourell Hern,
Ur vagig hep gouelioù na gwern,
Taol-distaol gant ar gwagennoù,
Hag enni un den skuizh-marv.

– Mordead paour, mar na stourmez,
Setu da diwezhañ devezh :
Na glevez ket ar morvrini
O kragal ’us dit, en tourni ?

Naig Grall, ’dal m’he deus klevet
N’eo ket bag he gwaz distroet,
Semplañ ’deus graet gant ar glac’har :
’Hed he c’horf eo koue’t d’an douar.

– Mordead paour, krog mat er stur,
Soñj ’teus ur wreg, ur c’hrouadur :
Sell gwashañ kerreg dirazout
Ha poulloù lonkus dindanout !

Naig, raktal m’eo difallet,
Da chapel Perroz ’deus redet :
« O Itron vat, ma mamm santel,
Da’m fried degasit skoazell ! »

– Mordead paour, bec’h ’ta d’ar roeñv,
Ha sav da benn ’trezek an Neñv !
Na vi ket beuzet er mor don,
’Vidout e peder a galon.

Ar pesketaer ne c’hell stourm mui :
Reudañ ’ra e holl izili ;
Met ar vagig hag he ferc’henn
Zo bremañ ’kichen Porzh-Even.

– Mordead paour, pare ez out :
Gwerc’hez Perroz he deus galloud !
Kae da daoulinañ ’n he chapel,
Lâr trugarez da’z mamm santel.