Adela

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Pages 170-171
Dans le même ouvrage :

          Da E. Ar Moal
          evit e levr « Pipi ’gonto »

Adela, ar gwennili
Zo aet pell deus hon bro-ni ;
Nijet ’int dreist ar mor sall
Da ’n em garet ’n un neizh all ;
Ha me ’ranko ’pad ar goañv
Chom ma-unan-penn du-mañ…
Pegoulz d’ho tad ar goulenn ?
– Pa vo delioù er spern-gwenn.

Adela, ar goañv kalet
E roched skorn ’neus taolet ;
Ar bokedigoù, dre-holl,
A c’hoarzh ouzh tommder an heol.
Penn-da-benn en torrodoù
War ar spern-gwenn zo delioù…
Pegoulz d’ho tad ar goulenn ?
– Pa vo bleunioù er spern-gwenn.

Adela, war ar maezioù,
An ed a sav er parkoù ;
Evidoc’h ma c’harantez
Leugnoc’h-barr a gresk bemdez.
Penn-da-benn en torrodoù
War ar spern-gwenn zo bleunioù…
Pegoulz d’ho tad ar goulenn ?
– Pa vo ogroù er spern-gwenn.

Adela, an tamouezioù
Gant ar samm ’bleg o fennoù,
Gant bec’h ar boan ma c’halon
Zo war var frailhañ ennon.
Penn-da-benn en torrodoù
War ar spern-gwenn zo ogroù…
Pegoulz d’ho tad ar goulenn ?
– Pa vo hep broud ar spern-gwenn.

Allaz ! allaz ! ar spern-gwenn,
Hep broudoù ’vefont biken !
Frouezh dare na gutuilher,
A vreino gant an amzer.
Adela, war ho treuzioù,
Skubit roudoù ma seulioù…
Evn rannet deus e barez
’Rank mervel gant an enkrez !!!