Droug-kinnig Nomenoiou (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

An aour geotenn a zo falc’het ;
Brumenniñ raktal en deus graet.
         – Argad ! –

– Brumenniñ ’ra, a lavare
An ozhac’h meur, eus lein Are ;
         – Argad ! –

Brumenniñ, teir s’un zo, teñval,
Ken teñval, war zuioù Bro-C’hall,

Ken n’hallan gwelet e nep giz
Ma mab o tonet war e giz.

Marc’hadour mat, o vale bro,
’Klevas-te roud ma mab Karo ?

– Bout a-walc’h, tad kozh an Are ;
Daoust penaos eo, ha pe zoare ?

– Den a skiant, den a galon,
Aet gant ar c’hirri da Roazhon,

Aet da Roazhon gant ar c’hirri,
Tennerien outo tri-ha-tri,

Droug-kinnig Breizh ganto, hep i ;
Hag eñ rannet ’tre pep hini.

– Mard eo ho mab ar c’hinniger,
E c’hortoz a reot en aner :

Pa aet da bouezañ an arc’hant,
Fallout a eure tri war gant ;

Ken a lavaras ar merer :
« Da benn, gwaz, a ray an afer. »

Ha peg en e gleñv en deus graet,
Ha penn ho mab en deus troc’het.

Hag en e vlev en deus kroget,
Hag er skudell ’neus hen taolet.

An ozhac’h kozh ’dal’ m’e glevas,
Tost a oa de’añ ken na semplas ;

War ar garreg a gouezhas krenn,
Kuzhet e zremm gant e vlev gwenn ;

E benn en dorn, o leñvañ meur* :    [pe maour, cf. gallois mawr] 
« Karo, va mab, va mabig paour ! »