an Divinourez

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, février 1912
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          war un ton da gaout Ali d’ar vuzikerien
              Fañch, azezet ouzh taol an ostiz,
              A gonte d’un toullad yaouankiz :

Diwezhañ foar Douarnenez
Ez on bet o klask ar furnezh
Hag o c’houlenn anaoudegezh
Eus an holl draoù, kozh ha nevez,
E-barzh kar un Divinourez.

– Plac’h, emezon, o vont en ti,
Lavar din, hag hep damantiñ,
Peogwir eo bras da ouiziegezh,
Ha mat eo tro ar bed ganti ?
– Klev, eme an Divinourez.

N’eo ket bet c’hoazh ar bed gwelloc’h
O troiñ, startoc’h na parfetoc’h :
Kement-mañ eo ar wirionez
Penn-da-benn : met selaou kentoc’h
Holl furnezh an Divinourez !

– Gwelet a ran o tont en hent
Un deiz ha ne vo nemet sent :
An holl o vont d’ar santelezh
Ken ma skrigno Pol-Gozh e zent,
Gwir ! eme an Divinourez.

Gwelet a ran ar Fall, an Droug,
Ur gordenn en-dro d’o gouzoug,
Chadennet gant ar Vadelezh
Ha stlejet dizale d’ar groug,
Gwir ! eme an Divinourez.

– Ne vezo mui nemet traoù kaer ;
Ken ampoezon, na bilim naer,
Ne greno ken Pinvidigezh
Gant aon rak krabanoù al laer.
Gwir ! eme an Divinourez.

– Ne savo ken brezel na tan :
Pep bro a vo ur mor a gan,
Etre an holl kengarantez :
Ar Baradoz war ar bed-mañ
– Gwir ! eme an Divinourez.

Abaoe n’am eus koulskoude
Nemet feiz treut en holl draoù-se :
A-dreuz va feiz eizh real nevez,
A-benn dek mil bloaz marteze,
O gwele an Divinourez !

Rak o tont d’ar gêr ac’hano,
Ul laer, hep lezel e anv,
Mar lezas ganin ar vuhez,
A sammas brav va yalc’h tanav :
– Ne glaskin ken Divinourez !

    Brest