II diviz

AN HEVELEP RE, UR PAOTR-SAOUT a dremen en ur ganañ :
FAÑCH
Hep ! Saig !… Petra ec’h eus kavet aze adarre ?
SAIG o tistreiñ hag o tont daveto
Ur ganaouenn nevez am eus prenet bremaik gant ur barzh-baleer.
GWENOLE
Ur ganaouenn nevez end-eeun ?
SAIG
Ya da ! Ha mar kirit, ma ra se plijadur deoc’h, ez an d’he dibunañ dirazoc’h en he hed.
FAÑCH
Kan anezhi ’ta paotr. An ton, brav bras wa va meno, am eus bet klevet n’ouzon mui e pelec’h.
SAIG a gan
O Kristenien, pegen nec’hus
Eo gwelet beleien Jezuz,
Evel gwallerien distaolet.
Darn harluet, darn all bac’hiet !
E-barzh Bro-C’hall ne weler ken
Nemet dre zarvoud beleien ;
Dibaot eo an oferennoù.
Dibaot eo ar sakramantoù.
GWENOLE a dosta ouzh ar paotr
Gortoz ’t, Saig, ma kanin ganez, me oa an ton-se ivez : hini Seziz Gwengamp eo.
SAIG
Sell, Gwenole, amañ ’on en em gavet !
O daou
Ne glever prezegenn ebet,
N’eus na mision, na retred :
Allaz ! Allaz ! petra ’reomp-ni ?
Gant hon morc’hed ne c’hellomp mui.
Kroazioù skedus a aour melen,
Ha kroazioù kaer a arc’hant gwenn,
Kleuzeurioù, ezañsouerioù,
Holl o c’haser d’an “Distrigoù”.
Dioueret diouzh an ofisoù,
C’hoazh ’vit kreskiñ hon ankenioù,
Ez eus deut e-touez an deñved,
Bleizi digar, falz bastored.
GWENOLE
Gwall hir eo da ganaouenn,Saig, ro din da baper, ma lennin an nemorant da’m zad !
Lenn a ra :
E pep bro ha dre-holl ’n hon touez,
N’ez eus nemet dizunvaniezh,
Ha kasoni vras ha yenien,
Etre kerent, amezeien.
Ar breudeur hag ar c’hoarezed,
Ar priedoù, dizunvanet ;
An tad, ar vamm, ar vugale,
An eil a enep egile.
Harluet eo ar veleien,
Ar roue zo kouezhet e benn;
An dizurzh zo dre-holl o ren :
Peoc’h hiviziken evit den !
’N em habaskait, va Doue,
Ha grit deomp-ni holl trugarez ;
Degasit ho lezenn ’n hon touez,
Hag ar peoc’h hag an unvaniezh !
Degasit deomp hon eskibien,
Hor pastored, hor beleien,
D’hon hentañ holl d’ar Baradoz,
Evit ho meuliñ deiz ha noz.
Erbedit, ni ’deu d’ho pediñ,
Evit ho pobl, Gwerc’hez Vari,
Ha c’hwi holl, sent ha sentezed,
Evit ma vefomp selaouet.
FAÑCH
Da ganaouenn, paotr, a zo eus ar bravañ. Del, setu aze daou wenneg dit da brenañ madigoù. Kae bremañ da welet e pelec’h emañ da saout.
SAIG
Kenavo, tonton Fañch, ha bennozh Doue deoc’h !