VI diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANN, AR C’HABITEN

YANN a wel anezhañ o tont hag a lavar outañ e-unan
Pa gomzer eus ar bleiz e weler e lost !

SPARTACUS
Sell ! distro ’out, Yann ? N’out ket bet pell ; n’edon ket c’hoazh war c’hed ac’hanout !… Met, sapre dien ! blejal a rez evel ur vuoc’h kollet ganti he leue bihan !… N’ec’h eus tamm aon ebet da vezañ kordennet gant paotred ar blev hir ? En anv an Nasion, bez habask ha komz izel !… Met gwall abred emaout !… N’ec’h eus kavet den sa selaou ac’hanout ? Lavar buan, kavet ec’h eus ar person ? Deuet ’out marteze da c’houlenn harp diganin ?… Met komz ’ta !… Mut ’out bremañ ?…

YANN
Ya ha nann, sitoian. Kalz goulennoù a rez ouzhin, ha n’ouzon mui dre be benn en em lakaat da zibunañ va c’hudenn ! Gouzout a ran e pelec’h emañ ar person. Met labour klask am eus bet, ha peneve m’eo hir va fri, biken, nann biken ne vijen deuet a-benn eus va zaol.

SPARTACUS
Pa lavaren dit ’out un den ! Dizale eta e tegasi din ar sitoian person goulennet gant kement a dizh gant pennoù bras ar vro !

YANN
Goustadik, sitoian.

SPARTACUS souezhet bras
Penaos, goustadik ?… Roet ec’h eus da c’her !…

YANN
Ha te, sitoian, petra ec’h eus-te roet din-me ? Promesaoù kaer ha netra ken !… Me ’garfe kaout un dra bennak e gwirionez, a c’hellfen gwelet, hag a zousafe din va buhez. Talvezout a ra ar boan, ’michañs !

SPARTACUS
Alo, lavar diouzhtu ec’h eus c’hoant da gaout arc’hant.

YANN
Ar wirionez eo sitoian.

SPARTACUS a glask en e c’hodelloù don
Del, va faotr, setu aze ur yalc’hadig arc’hant, peogwir n’eo ket birvidikoc’h da garantez evit an Dispac’h, hag e ranker paeañ ac’hanout…

YANN
Te ’labour evit netra ?

SPARTACUS
…Ar Republik n’eo ket pinvidik, ha ni, he bugale, n’hon eus ket a aour da glozañ gant ar bal… Hiviziken, da vihanañ, n’ez pezo mui digarez ebet evit chom hep ober ar pezh a c’houlenner diganez…

YANN
Bennozh Doue… Mersi, sitoian ! Hag a-benn pegoulz e fell dit kaout ar person ?

AR C’HABITEN dichek
Hanternoz ! Da hanternoz, hep mank, e vezi e kroaz ar vengleuz ; N’ec’h eus ket bet fiziañs ennon evel em eus ennout… Peurvuiañ ne vez paeet al labour nemet pa vez echu… Diwall avat, paotr, da seveniñ da c’her pe em bezo da groc’hen da ober boteier ler da’m soudarded !…

YANN
Bez dinec’h, kabiten !… Da hanternoz e vezin er c’hroazhent gant ar beleg, pe e kollin va anv !

AR C’HABITEN
Kae eta.

YANN
Kenavo dizale.

Mont a ra.