V diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANN a deu goustadik o sellet pizh dre holl
N’eus ket da lavaret, ret eo din gwelet ar C’habiten Spartacus, ret eo din e welet diouzhtu. Ta ! ta ! ta ! n’eo ket gant kontennoù e vev bremañ an dud ! Brav eo lavaret : Karit an Dispac’h ! Labour gaer a ra ! Roit ho poan hag ho puhez zoken eviti, mar bez ret, evit he difenn ouzh an diranted !… O ya, me a gav brav an dra-se… er re all !!!… Hogen, bravoc’h e kavfen kaout ur gwenneg bennak muioc’h em godelloù evit gellout kaout ur bragez nevez da c’holo va c’hroc’hen hag ur banne chigodenn da evañ… Kreñv. Spartacus ! Spartacus ! n’emaout ket dre aze ?… Div gomz am eus da lavaret dit… div gomz hepken !… Met, da belec’h ez in-me d’an eur-mañ da glask ar sitoian-se ?… Emañ, kredabl eo, o chopinata boutailhadoù gwin kozh, da’m yec’hed ! en un ostaleri bennak, endra ma lakaan-me va c’hroc’hen e riskl da vezañ toullet gant ar Re-Wenn…