III diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

GWENOLE e bragoù bras, porpan gwenn gant ur galon-sakr, tog du ledan, ur fuzuilh ouzh e skoaz, a deu dre an tu-dehoù o lavaret a pozioù-mañ :

Kuzh da benn, heol benniget, en ur welet torfedoù
Na dlefent, siwazh ! bezañ graet nemet gant droug-speredoù.
Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennoù,
Ha lakaet d’ober paveoù gant ar Re-C’hlas er c’hêrioù.
Kenavo, foñs ar vadeziant, e lec’h e kavjomp gwechall
Nerzh evit gouzañv ar marv kent eget yev an dud fall,
Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennoù,
N’ho klevimp mui ouzh hor gervel, sul na gouel, d’an ilizoù.
N’ho klevimp mui o kanañ gae ; siwazh ! divadez ho penn !
Teuzet, siwazh ! gant ar gêriz evit ober gwenneien !

Kenavo, va zad, va mamm garet ! Mar teu ar chas gall da zilammet war ho ti, war ho loened, m’ho klevo a-bell o lavaret a-dreuz ho daeroù : « Ma vije bet va mab er gêr, en defe va diwallet ! » Mamm-gozh a lavare din bremaik :

Deus ’tr divrec’h da vamm-gozh ’deus da zouget, va bugel.
Deus war ar galon ’deus da vaget, va mabig paour, kent mervel ;
Pa zistroy en-dro d’ar gêr ’vin aet kuit eus ar bed-mañ ;
Deus amañ, deus, ma’z priatin evit ar wech diwezhañ !
[ ]Hag em eus lavaret dezho holl, a-dreuz va daeroù :
Tavit va mamm, tavit va zad, ne’z in ket d’ho tilezel ;
Chom a rin evit o tifenn, evit difenn Breizh-Izel.
Reuzeudik bras eo bout gwanet ; bout gwanet n’eo ket mezhus ;
Nemet plegañ d’ar skraberien, evel tud lent ha kablus !
Mard eo ret monet d’an emgann, emgann a rin ’vit ar vro ;
Mard eo ret mervel, e varvin, kuit ha laouen war un dro.
’Meus ket aon rak ar bolodoù, na lazhint ket va ene ;
Pa gouezho va c’horf d’an douar, va ene ’savo d’an Neñv ;
A-raok, paotred vat Breizh-Izel ! entanañ ’ra va c’halon ;
Kreskiñ a ra nerzh va divrec’h : bevet ar relijion !
Bevet an neb a gar e vro ! Bevet mabig ar Roue !
Ha ra’z ay ar baotred C’hlas da c’hoût ha bez’ zo Doue !
Buhez evit buhez ! tud vat ; lazhañ pe bezañ lazhet !
Ret ez oa da Zoue mervel evit gounit war ar bed !
Deuet er penn ganeomp, tuchentil, gwad roueal dimeus ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gant kement kristen a zo.
Hag en diwezh e teuy en-dro e Breizh al lezenn wirion ;
Koulz ha Doue war e aoter, hag ar Roue war E dron ;
Hag a neuze traoniennoù Leon a deuio glas adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleuñv an ed hag ar gwez.
Neuze kroaz Jezuz hor Salver a savo splann war ar bed,
E-barzh e zreid lilioù kaer-druz gant gwad ar Vretoned.