II diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANN, UR C’HABITEN GLAS

AR C’HABITEN o tont evel pa ne vije nemetañ
Urzhioù Robespierre a zo strizh : ret eo, emezañ, lakaat an dorn war holl veleien ar vro, mar ne fell ket dezho touiñ. Person Landivi a zo kuzhet en un toull bennak, peogwir eo goullo ar presbital, met e pelec’h emañ ? Piv hel lavaro din ?… Eno eo emañ an dalc’h ! Holl dud ar c’harterioù-mañ a zo mut evel ar pesked ; pa vez graet eus ar goulennoù-se outo n’ouzont nemet lavaret : « Me ’c’hoar-me ? It d’e glask !… » Ya, goapaat a reont ac’hanon, evel pa n’em befe ket pep galloud etre va daouarn !… N’ouzon ket, kredabl eo e c’hellan-me lakaat o c’hrougañ uhel ha berr ouzh bleñchoù o derv pe o c’has da Vontroulez da ober anaoudegezh gant baskul ar Goñvañsion ?… Met, bezomp habask !… Hag ouzhpenn-se, ret eo din bezañ war evezh, rak ar Re-Wenn a zo dre aze, evel kaouenned, « o furchal ar c’hoadoù », ha ne garfen ket lezel va ler ganto… Mar kavjen unan bennak eus ar vro ! Hennezh a ouije an doareoù hag a rofe skor vat din da ober va labour enorus, met pegen risklus e ve ! Ur roc’hadenn iskis. Peoc’h ! tud a zo dre amañ evit doare, hag e raen va soñjoù a vouezh uhel, evel ur genaoueg. Uhel. Piv a zo ?… Hep ! paotr… plac’h !… tosta, ma vezi gwelet ! 
Kreñvoc’h. Piv a zo ?

YANN o sevel e benn, hanter zigor e vrennikennoù
Hein !…

AR C’HABITEN
Sav buan, paotr, ha deus amañ ma welin petra ’out-te. Kaouenn ’out pe ned out ?

YANN o sevel
Hein ! kaouenn ?… An dra-se a zo ul labous-noz !!! Mardozien ! n’ouzon ket petra en deus c’hoant an aotroù da lavaret ?…

AR C’HABITEN
N’eus ket a aotrouien !… Petra ! n’ouzout ket c’hoazh an dra-se ? Anat eo emaoc’h-hu, Bretoned, pell, pell war-lerc’h ar C’hallaoued ! Anv ac’hanon sitoian. Pe Wenn pe C’hlas ’out ?… Lavar dillo.

YANN
O Aot… Ho tigarez, mar plij ! sitoian eo a felle din lavaret, betek-henn n’on bet na gwenn na glas, n’oan nemet un troc’her buzhug, disliv kaer, m’hen tou ! En amzer da zont avat e fell din bezañ un dra bennak war an dour !

AR C’HABITEN
Un dra bennak war an dour ! Ya, sitoian, rak evit hiziv, mesdouet, n’emaout ket diwar an dour ! Blaz ar gwin-ardant a zo gant da alan ! Arabat e vije kemeret nemet ar pezh a zo dereat !

YANN
Ur wechig n’eo ket atav, sitoian.

AR C’HABITEN
Alo, ya, mat ! lezomp an dra-se eta, ha komzomp a draoù grevusoc’h. Evel-se ’t n’out netra hag e leverez kaout c’hoant da zont da vezañ un dra bennak ?

YANN
Evel ma livirit sitoian.

AR C’HABITEN
En em glevet a c’hellimp, marteze. Eus pelec’h ’out ?

YANN
Eus Landivi sitoian. Va zud a zo o chom e Kerbasgoret, ha me a yoa mevel e Kervastoue betek an deizioù-mañ.

AR C’HABITEN
Brav ! Brav bras ! Anaout a rez eta doareoù an dud hag an traoù dre amañ. Mat, mar karez dont da’m heul me a roio dit paeamant vrav, hep m’ez pefe nemeur a ziaesamant.

YANN
O Aot… sitoian ! Mont d’hoc’h heul ! Lavaret brav a rit ; met me n’emaon ket e poan da vont eus va c’harter ; n’emaon ket muioc’h e poan da lakaat va ler da ober siblenn d’ar Re-Wenn, va c’henvroiz. Nann, nann, amañ e fell din chom, dindan guzh, mar bez ret…

AR C’HABITEN
Selaou mat ac’hanon, va faotr. N’edo ket em spered lavaret dit mont eus ar vro-mañ, pell ac’hano end-eeun ; amañ eo em bezo ezhomm ac’hanout, ha tamm ebet e lec’h all. An Dispac’h-mañ a raio ur vad dispar e kement lec’h e vezo graet dezhi un degemer kalonek. Ar paourkaezh pobl a yoa sammet a bep bec’h, n’en doa tamm frankiz, nag en e gorf, nag en e spered : ur sklavour n’oa ken etre daouarn an dichentiled hag ar veleien. Hogen, setu m’eo cheñchet penn d’ar vazh ; an diranted a zo dic’houzouget pe aet d’an harlu, hag ar re a zo c’hoazh e kuzh dre amañ ne zaleint ket da gouezhañ etre daouarn an dud a lezenn karget gant gouarnamant ar Republik da lakaat urzh vat er vro. Sell ’ta n’em eus ket c’hoazh soñjet goulenn da anv diganez !

YANN
Yann Binifi, sitoian, evit ho servijañ.

AR C’HABITEN
Ha me eo ar c’habiten Scevola Spartacus Tricotel.

YANN
O la ! la ! la !!! Pebezh anv iskis ! Biken n’hellin miret em spered…

AR C’HABITEN
N’ec’h eus ket ezhomm da derriñ da benn gant an dra-se. Gra ac’hanon ar c’habiten, pe ar sitoian Spartacus. Me a zo anavezet a-walc’h. Ac’hanta, Yann Binifi, petra ’leverez eus al labour ’omp karget da ober gant ar Republik unan ha dirann ?

YANN
Brav ha mat, sitoian Spartacus, nemet eo ul labour risklus.

AR C’HABITEN
Ha ma vijemp daou ? Gwelet a ran ez out ur paotr a feson, a spered lemm, evel na gaver ket nemeur en ho pro Breizh-Izel. C’hwi dre amañ zo pell, pell war-lerc’h ar re all. Ar sklêrijenn n’eo ket deuet c’hoazh betek ennoc’h, siwazh ! ha ne deuio ket keit ha ma chomo da genvroiz stag evel-se ouzh sae zu ar beleg !

YANN
A ! sitoian ! lavaret em eus e karfen son dizale glaz an diwezhañ anezho.

AR C’HABITEN
Hag e raimp, hon daou, hein ! Yann ?… Ro din da zorn. La !… Mar bezez feal d’an Nasion, bez dinec’h, ne vanko netra dit ! Met, mar teuez hiviziken da dreiñ kein deomp, da ziwall ez pezo na vefes krennet… Pardon ebet evit an drubarded !…

YANN
N’ho pezet ket an disterañ difiziañs !

AR C’HABITEN
An hini a yoa diagent person er barrez-mañ, lavar din, Yann, pe anv en doa.

YANN
An Ao. Gwilhoù, sitoian.

AR C’HABITEN
Ac’hanta, ar Gwilhoù-se, petra eo deuet da vezañ ?

YANN
An dra-se avat, sitoian, n’oufen ket hel lavaret deoc’h diouzhtu. Me ne vezen ket nemeur war e dro, hag ar baotred na gomzent ket eus an traoù-se dirazon-me… Met me ’gred e c’hellfed dont a-benn da c’houzout.

AR C’HABITEN
Ret eo a-grenn. Ya, da gentañ ha dreist pep tra e rankomp lakaat an dorn war ar person, dre guzh, mar bez gellet, evit na dennimp ket re warnomp selloù ar Re-Wenn. Arabat e ve e teufe ar re-mañ d’en em deuler etre hon divesker, pe emaomp rostet, rak n’eus ket kalz ac’hanomp, ha n’emaomp ket o klask ober anaoudegezh ganto.

YANN
Me kennebeut, dreist-holl goude ur seurt labour ! Pa vezo gellet gouzout e pelec’h e kuzher ar person, me ho kaso davetañ dre ar straedoù kuzhetañ.

AR C’HABITEN
Pa lavaren ’out un den a skiant, ne fazien ket ; her gwelet a ran, n’em eus ket skoet e-kichen ! Gra labour vat, va faotr, ha n’ez pezo ket a geuz, kred ac’hanon.

YANN
Krediñ a ran ac’hanoc’h, sitoian kabiten, ha mar kirit, me a zo [o] vont diouzhtu da esa gouzout un dra bennak diwar-benn person Landivi. Kerkent ha ma c’hellin, me a deuio d’ho kaout. E pelec’h, sitoian ?

AR C’HABITEN
E pelec’h ?… Mardozien ! n’ouzon dare… N’em boa ket soñjet en dra-se… Perak n’en em gavfemp ket amañ adarre ?… Al lec’h-mañ a zo gouez a-walc’h, n’eus den o tarempred anezhañ.

YANN
Kenavo dizale, aotroù sitoian Spartacus !

AR C’HABITEN
Kenavo, va mignon, hag arabat e vezo dit ankounac’haat e labourez evit ar Revolusion, evit mat ar bobl ha silvidigezh da vreudeur. Chañs vat dit !

Mont a reont pep hini eus e du.