I diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANN a deu goustadik dre gleiz, tommet mat dezhañ 
A ! a ! a ! an Dispac’h, evit doare, ne blij ket kalz da Fañch an Ozac’h, kennebeut ha na ra d’e benner koant. O ma ! e pedint Doue… hein ! pediñ Doue ?… Alo, da belec’h eo aet va sammig penn ? Difenn a zo hiviziken, a berzh an Nasion, da bediñ ken Doue nemet Danton, Marat ha Robespierre… Ma ! Ma ! e pedint Mirabeau da gompezañ o spered !… Ne blij ket an Disac’h dezho ?… Ma ! Ma ! O ! evel a garint !… N’eo ket int-i koulskoude a viro outi da ober he labour gaer… A ! me ’ra foutre, me, eus o alioù kennebeut hag eus o gourdrouzoù !… An neb a zo a-du hiziv gant ar C’houarnamant a zo sur mat eus e vara hag eus… e benn ; e-lec’h c’hwi, Fañch Kouer hag ho seurt, hoc’h eus da ziwall rak an dibennerezh, ar benveg burzhudus-se a gas dilho da netra enebourien al liberte !… A ! Fañch Kouer, lakaet ec’h eus ac’hanon er-maez eus da di, met petra ’ra se din-me ? Me a gavo evelato, pa garin, un tamm bara gwenn da chaokat, ha ivez, douetus bras, ur banne chigodenn da lipat ur wech an amzer !… O Fañch Kouer, n’on tamm ebet nec’het ganez, arabat e ve dit krediñ ! Ar Republik unan ha dirann a zo ur vamm vat, ur vamm dener, bepred, war evezh ne vankfe netra d’he bugale aketus. M’hen tou ! me a vezo hiviziken unan eus he gwellañ servijerien… Hag e vezin dic’haouet a-zoare evit an taolioù kaer a rin… C’hoant c’hoarzhin a deufe marteze d’ar re am c’hlevfe !… Ha koulskoude, me ’garfe gouzout perak !… Un dremm dreuflez am eus marteze ?… Mec’hieg, genaoueg, klapezenn, panezenn, anvioù kaer bet roet din alies gant va zad ha va mamm, gwir eo !… Met me avat am eus kredet atav n’on ket ken baloteg-se, hag ez eus ennon danvez un den, ya, mar kavan tro ur wech bennak d’en em ziskouez dirak an dud… Ha setu marteze deuet evidon ar mare-se, pe aon am eus ne deuio morse !… Neuñv pe veuziñ, n’hellan ober ken, hag evel n’emaon ket e poan da goll va buhez, me a neuñvio e dour ruz an Dispac’h !… A ! la ! la ! Gwelet a reot, Fañch Kouer, ha te, Gwenole beg moan !… La ! la !… goustadik ! Kemeromp hon amzer ! Arabat eo mont re vuan, n’eo ket trenkañ a rafe ar soubenn !… 
M’am bije bet un tammig muioc’h a zeskadurezh oa, sac’h an dien !… A ! neuze avat e vijen bet ur pabor !… Ha piv ’oar, gant an amzerioù eürus-mañ petra ’vijen deuet da vezañ ?… Met, bah ! n’eus forzh, deomp, atav ! gant ar pezh am eus, sur ’on, me a savo diwar va zeil ! Ar bobl a zo roue !… Me a zo roue !… Ur c’hozh tamm roue distrantell, lakaomp, met roue evelato, hag hep dale pell me a ziskouezo va galloud… 
N’eus ket da lavaret ! Me a vezo maer e Landivi, kousto pe gousto ! An holl a stouo dirazon ; bras ha bihan, paour ha pinvidik, beleg ha dijentil a raio Aotroù Maer ac’hanon ; ha mar fell da unan bennak ober re a ardoù, me hel lakao da ober anaoudegezh gant ur benveg hag a zo e vicher krennañ… A foutre ! na me zo diot ’velkent !… A-wechoù… Setu em eus aze em bruched ur voutailhad dour burzhudus, hag ec’h ankounac’haen !… Stagañ ra ar voutailh ouzh e benn. N’eo ket fall gwin an Nasion !… A ! mallozh ruz ! mar en divije bet gwin evel-se da evañ abaoe ma’z eo disonet, Yann Binifl a Gervastoue ne vije ket bet plaen e gof evel ma’z eo !… Saperlotez ! n’eo ket gant yod silet ha laezh ribod e sav kig ouzh an dud !… An holl vadoù a yoa etre daouarn ar venech hag an duchentiloù… Bremañ, da vihanañ, e vezo rannet ar pinvidigezhioù-se gant ar sotoianed vat eveldon-me… Poent oa, fidamdoustik ! Lakaat urzh e kement-se ! Ur sachadenn all war ar voutailh. Lezomp bremañ ar chigodenn da dommañ va c’halon, ha greomp ur pennad kousked ! Astenn a ra e gorf war an douar hag ec’h harp e benn evit kousket.