ar Spilhenn sanket er soroc’hell

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Katellig ne ouie penaos en em gemeret evit kaout asant he zud : eno edo a dalc’h. Ar pezh a ouie eo e vije kurun ha luc’hed. Mall he doa da vont da Bariz, hogen, melkoni he doa o soñjal er boan edo o vont da ober d’he zud. Karet a rae he zad hag he mamm, hag o vezañ ma’z edont o vont war an oad e vije poaniusoc’h c’hoazh dezhi tec’het diouto…

Katellig ken dous, ken aketus, ken sentus betek neuze a deuas da vezañ teñval he fenn, ha ne rae mui nemet huñvreal e Pariz ! Dalc’hmat e chome al labour da ober, pe e veze hanter-c’hraet hepken ; a-wechoù zoken e torre meur a dra dre ne veze ket a-walc’h war evezh.

Ha neuze an tad a rae trouz, ar vamm a skandale…

Un devezh edont o zri en ur park o c’houennat n’ouzon dare petra. Setu en un taol an tad o treiñ da sellet ouzh e verc’h chomet un tammig war-lerc’h. Katellig a oa difiñv, digor frank he daoulagad ganti o sellet ouzh an douar. Reiñ a eure un taol glin d’e wreg da lavaret dezhi sellet ouzh ar plac’h yaouank :

– Asa, emezañ, va faotrez kezh, petra ’c’hoarvez ganez ur pennad a zo ? Ne rez mui nemet huñvreal…

– Alo ! va ad, emaoc’h adarre o c’hrignouzat !

– O c’hrignouzat ! O c’hrignouzat !… N’em eus ket a lec’h da c’hrignouzat, marteze ?… Met petra ’c’hoarvez ganez ? Difesonet-holl e kavan ac’hanout ur pennad zo, n’out mui ar memes den ! N’emaout mui gant da labour ! Da spered a nij dalc’hmat da vro an huñvreoù ! Me ’garfe gouzout, me ’fell din gouzout, merc’h kaezh, petra zo a nevez ganez… C’hoant dimeziñ ? Kavet ec’h eus, pelloc’h, unan bennak diouzh da zoare ? Ne c’houlennan ket gwelloc’h, hel lavaret am eus dit pell zo.

Katellig he doa pleget he fenn. Sevel a reas anezhañ pa glevas anv eus dimeziñ.

– Lavaret am eus deoc’h ivez n’emaon ket e poan da zimeziñ, evit c’hoazh.

– Met lavar ’ta neuze petra ’fell dit.

– Mat, va zad, peogwir e fell deoc’h a-grenn, ez an eta da lavaret deoc’h. Gwazh a se ma’z it e kounnar ; va soñj a zo graet, ha graet da vat… Gouzout a rit ez a kalz merc’hed yaouank da Bariz eus ar c’harterion-mañ abaoe ur pennad a zo…

– Ha neuze !… Daoust ha c’hoant az pefe da ober evelto ?

– Ar merc’hed-se a c’hounit arc’hant brav e Pariz.

– Treiñ kein d’o zud evit mont da redek war-lerc’h an arc’hant ! Brav eo !!

– En em blijout a reont ; n’ez eus evit c’hoazh distroet hini ebet anezho d’ar gêr.

– Lavar buan ’ta ec’h eus mall da vont ivez !

– Ne lavaran ket em eus mall da vont, va zad, rak kriz e vezo din dispartiañ diouzhoc’h ha diouzh va mamm.

Ar wreg a zirollas da ouelañ.

– Perak mont neuze ? Ha petra ’ra dit kaout kement-se a youll da vont da Bariz ? Daoust hag hor mamm-gozh Breizh-Izel n’eo mui gouestl da vagañ he holl bugale ?

          An douar a roas da’z tadoù
          Ur bevañs frank, mat ha nerzhus,
          A roio dit, e-pad da zeizioù,
          Magadurezh kreñv ha yac’hus ;
                    Bez eta dinec’h :
                    Gant poan da zivrec’h
E vevi e Breizh gwelloc’h pell ’vit nep lec’h ! 
          O chom e bro da gavell !
          Chom, chom e Breizh-Izel !

– Me a c’hounezo arc’hant deoc’h…

– Serr da c’henoù !… Kempennoc’h e vije dit chom ganeomp er gêr da labourat douaroù hor zud kozh ha da serriñ deomp hon daoulagad pa deuy ar marv ! N’omp mui yaouank, her gouzout a rez.

– C’hoant am eus da vont, ha skrivet em eus da lavaret ez in.

– N’ez i ket gant va asant-me, da vihanañ.

– Merc’h paour ! eme ar vamm a-dreuz he daeroù.

Ar plac’h yaouank a savas uhel he c’hribell da lavaret ken otus ha tra :

– Mat, va zad, pe e root hoc’h asant pe ne root ket, mont a rin.

– Gra evel a giri, plac’h digalon ; n’eo ket diganin-me ez pezo gwenneien da vont !…

– A-drugarez Doue, n’em eus ket ezhomm eus hoc’h arc’hant !…

– Mat ! Mat !  kae eta, pa fell dit mont en despet deomp. Diwall avat da zont biken en-dro ; ne zigorfen ket va dor dit.

War gement-se Katellig a savas. He mamm a deuas d’he c’haout, d’he briata o ouelañ dourek.

– Va merc’h kaezh, emezi, petra ’rez ? Da belec’h ez ez ?… Hag ec’h eus ar galon da zilezel da dud evel-se ? Daoust ha gouzout a rez petra zo ouzh da c’hedal du-se ?

– Mont a rankan, mamm baour ! Lakaet em eus an dra-se em fenn, n’hellan mui chom amañ… Kenavo, mamm !

– Chañs vat dit evelato, va merc’h kaezh.