VII Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, ROHAN, LOHIEG, MALASTRED, AN DUK YANN, MOLAG, TUD A VREZEL

UR FLOC’H
An aotroù Yann, roue Bro-Saoz.

YANN
Demat da’m niz koant, Arzhur.

ARZHUR
Bezit deuet mat em lez, aotroù.

YANN
En despet da’m c’hoant, niz koant, n’em eus ket gallet dont kentoc’h d’ar gouel. Ret eo bet din zoken lezel va zud skuizh-marv e-kichen dorioù kêr ; ha setu me, gant va marc’heg, deuet da ginnig deoc’h va gwellañ gourc’hemennoù ha va hetoù mat !

ARZHUR
Ho trugarekaat, va eontr ! Plijout a ray deoc’h neuze kemeret perzh el lein hag er c’hoarioù am eus pourchaset da’m sujidi feal. C’hwi a lavaro din goude ha ken kalonek eo ho paroned a Vro-Saoz er gourenadegoù evel ma’z eo re Vreizh-Izel.

YANN
N’em eus bet morse un hevelep kredenn, niz koant. Gwazh a se n’hellan ket hiriv chom da derriñ ur c’hleze bennak ouzh re baroned Breizh-Izel !

ARZHUR
Mar kirit e vezo pourchaset klezeier deoc’h, va eontr.

YANN
Nann, rak, n’em eus ket kalz a amzer da zale ; a-raok an noz e rankin bezañ adarre en hent evit distreiñ da’m bro.

UN EMBANNER o tont
Aotroù, un toullad Bretoned degaset gant o broiz a zo o paouez dont e porzh ar c’hastell.

ARZHUR
Ha petra ’c’houlennont ?

AN EMBANNER
Kinnig deoc’h ivez o doujañs ; c’hoant o deus d’ho kwelet, ha pa na ve ken ouzh prenestr bras ar sal a enor...

ARZHUR
Ha petra ’virfe ouzhin d’o degemeret amañ ?... Da Yann Dileve. Gwelet a reot, va eontr, pegement e kar an dud-se o duk nevez. D’an embanner. Digorit frank dezho dorioù ar c’hastell !