VI Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ARZHUR, LAN A ZINAN, HERVE A LEON, GUIOMAR A LEON, LAOU] AR REIER, DIJENTILED

LAN A ZINAN
Peseurt abeg, aotroù Arzhur, a c’hell kaout an duk Yann Dileve o tont hiriv d’ho lez ?

ARZHUR o tiskenn
N’ouzon ket. Kredabl en devezo klevet anv eus gouelioù ar gurunidigezh, hag e vezo en em bedet e-unan.

GUIOMAR
Ha perak en em ziaesañ ? Kempennoc’h e vije bet dezhañ chom en e vro. Me ’lavar muioc’h : gweladenn an duk Yann amañ hiriv na lavar ket kalz a dra vat evit an amzer da zont.

ARZHUR
Petra ’livirit aze, aotroù kont ? An duk Yann a zo eontr din ; hag evitañ da vezañ laeret kurunenn Bro-Saoz war va c’houst, n’em eus ket an hevelep disfiziañs ha c’hwi.

GUIOMAR
Dleet oa dezhañ da vihanañ, evel ur marc’heg savet mat, ho pediñ d’e gurunidigezh, ha neuze hiriv ho pije rentet an hevelep enor dezhañ.

ARZHUR
Ankounac’haat a ran an traoù-se holl hiriv. Ha peogwir e teu va eontr Yann da’m gwelet, me hen degemero hep aon, gwellañ ma c’hellin.

LAN
N’en defe ket kennebeut, ’michañs ! ar fallentez da zont amañ gant mennozh da drubuilhañ un deiz ken kaer !