V Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, UR FLOC’H o tont a-zehoù

UR FLOC’H o tont er sal
Aotroù, an duk Yann, hoc’h eontr, a c’houlenn komz ouzhoc’h.

ARZHUR
Ho pezet ar vadelezh, aotroù Rohan, da vont da ziambroug va eontr ; degasit anezhañ amañ, ni e zegemero er sal-mañ. An aotroù a Rohan hag e floc’h, ha daou pe dri soudard a y-a kuit dre an tu-dehoù. C’hwi, aotrounez Lohieg ha Malastred, it dre dour an hanternoz, ha livirit da’m fobl karantezus e tegemerin anezho dizale em lez. Lohieg ha Malastred a y-a dre an hevelep tu. C’hwi, va den mat Keroman, a ziskargo gant larjentez gwin ha chistr mat da’m holl sujidi e porzhoù ar c’hastell.
Keroman, Olier, soudarded, floc’hed ha mevelien a y-a kuit dre an tu kleiz.