III Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ROHAN ha LOHIEG

ROHAN
Komzit, Laou, me ho ped, perak ’oc’h-hu enkrezet ?

LOHIEG
Gouzout a rit penaos eo deuet an duk Yann, dre e gomzoù flour hag e droioù kuzh da vezañ mestr war Vro-Saoz, daout ma tlee ar gurunenn, goude marv Richard-Kalon-Leon, degouezhout d’e genderv Arzhur.

ROHAN
Gouzout a ran an dra-se ; hogen, krediñ a ran n’eo an duk Yann en em garget nemet eus kulatoriezh ar priñs yaouank ; ouzhpenn-se, pennoù bras Bro-Saoz n’o deus ket c’hoazh lavaret e kavent mat bolontez diwezhañ ar roue Richard.

LOHIEG
Gwir eo. Hogen, Yann en deus gouezet gounit mignonaj Filip-Aogust, roue Bro-C’hall, o kinnig dezhañ an Normandi, gant ma vezo sikouret pe lezet da lakaat e graban war heritaj e vreur Richard.

ROHAN
Hag e c’hellit krediñ e rofe Filip-Aogust e aotre d’un emglev ken mezhus ?

LOHIEG
Kaozioù klevet gant tudjentil gall am doug kalz da grediñ.

ROHAN
A ! gouzout a ran ez eo an duk Yann enoeet o klevet ober Yann Dileve anezhañ ; e dad en doa e vallozhet ha roet e dra d’un all.

LOHIEG
Ar pezh a ro din ar muiañ souezh eo en defe ar roue Richard graet un testamant e-keñver un den hag a sikouras an duk e Aotrich d’e deuler er prizon !

ROHAN
Hag ouzhpenn-se, ha bez ez eus e gwirionez un testamant ?

LOHIEG
Lod a lavar, re all a zislavar.

ROHAN
Met neuze...

LOHIEG
Ar Saozon na c’hoantaont tamm ebet kaout da vestr ur priñs ha n’o deus nemet kasoni outañ ; ha doareoù Yann e-keñver e vreur a lez ac’hanon diskredik war eeunded e oberoù. Da c’hortoz, Yann Dileve a zo falvezet gantañ bezañ kurunet e Londrez, ha den n’en deus savet e vouezh da lavaret n’oa ket leal kement-se.

ROHAN
Ar wirionez a vezo anavezet abred pe ziwezhad. Gwalleürus eo e ve re yaouank an duk evit difenn e wir dre an armoù.

LOHIEG
Piv ’oar ha n’en devezo ket tro d’hen ober dizale ? An aotroù Arzhur a anavez mat talvoudegezh e varc’heien a Vreizh-Izel. Ra lavaro ur gomz hepken, ha war an eur an holl dudjentil, e wazien, a gemero o c’hlezeier ha a yelo da Vro-Saoz !

Er-maez e klever an drompilh.