II Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, ROHAN, LOHIEG, DIJENTILED A VREIZH

UR FLOC’H o tont dre an tu-dehoù
An aotrounez Rohan hag a Lohieg. Ar floc’h en em denn dre an hevelep tu.

KEROMAN
Ra viot deuet mat, aotrounez !

ROHAN
Demat deoc’h, Keroman, den kalonek ; c’hoant hon doa da vezañ amañ a-raok an aotroù duk hag e gompagnunezh evit bezañ test a levenez an holl.

LOHIEG
E gwirionez, na weler dre-holl nemet levenez hag eürusted. Gwragez ha bugale Roazhon o deus graet ur c’hoad eus kêr ha goloet an hentoù a vokedoù. Biskoazh na oe gwelet kement a vuhez e Breizh-Izel.

OLIER
An duk Arzhur a zo ken karet gant e sujidi !...

KEROMAN
Ar soñj eus a dukez vat Konstañs a zo c’hoazh ken bev e kalonoù an holl !

ROHAN
Abaoe m’eo ganet an duk yaouank, hen anzav a ran, morse na welis kement a dudjentil hag a dud diwar ar maez deredet d’ar gêr-mañ, bodet hiriv, bodet hiriv gant al levenez ar vrasañ. Kannaded ar Poatou, ar Men hag an Añjou, gwazien Breizh-Izel, hag ivez kannaded roue Bro-C’hall a deu gant plijadur da ginnig o doujañs da vestr nevez hor broig Breizh-Izel.

KEROMAN
N’hoc’h eus ket klevet ?

LOHIEG
Petra ’ta ?

KEROMAN
Lavaret a reer e teuy Yann Dileve amañ dizale !...

ROHAN
Kement-se na c’hell ket bezañ... Ha petra ’glask ?...

KEROMAN
N’ouzon dare. Ar pezh a zo gwir eo penaos e-pad m’edot o kuruniñ hor mestr, ez eus deuet ur c’hannad da zegas ar c’heloù d’an duk Arzhur.

LOHIEG
Va spered a zo enkrezet... Aon am eus...

ROHAN
Aon ?

LOHIEG
Ya, aotroù, ha ra blijo gant Doue e tegouezhfe ganin faziañ !...

ROHAN
Bezet ar vadelezh, aotroù kont, da lavaret deomp ar pezh a soñjit.

KEROMAN
Va digareziñ a refet, aotrounez, rak emeur ouzh va gortoz e sal ar fest. da Olier. Deus ganin, Olier. Mont a reont dre gleiz.

OLIER ha KEROMAN
Salud deoc’h, aotrounez !