I Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

KEROMAN, OLIER, FLOC’HED, SERVIJERIEN

Pa saver ar ridoz, ur mevel bennak a ehan da zresañ kador an Duk ha da gempenn ar sal.

KEROMAN
Renaod, ha c’hwi, Hug, ledit ar pallenn-mañ war bazennoù an tron, ha taolit evezh ma vo kaset ar bodekoù da sal ar fest. Da Olier o tont er sal dre an nor zehoù. Hag ’out distro, va mab ?

OLIER
Ya, va zad. Dont a ran rak-eeun eus an iliz-veur. Prestik ec’h echuo al lidoù ; an dud a yoa o vont d’en em lakaat en hent, pa en deus an duk yaouank – Doue r’e vennigo ! – galvet ac’hanon en e gichen : den yaouank, emezañ, ur c’hannad a deu betek ennon evit lavaret din eo erru Yann, va eontr. Kae buan da’m zi, ha lavar da’z tad pourchas pep tra evit e zegemeret.

KEROMAN
An duk Yann Dileve... ama !

OLIER
N’emañ ket c’hoazh, va zad ; met erru eo war hentoù an Normandi, rak ac’hano e teu. E vanniel hag armoù e soudarded a c’hellfe bezañ gwelet diwar gern an tour.

KEROMAN
Petra da lavaret eus ur seurt gweladenn, peogwir n’edot ket war-c’hed anezhañ ? N’ouzon ket peseurt abeg a c’hell degas amañ breur Richard a Vro-Saoz, ra vo Doue gant e ene ! Ar mevelien a y-a er-maez dre an tu-zehoù.

OLIER
Va zad, ha kambroù an duk Yann Dileve, prest ’int ?

KEROMAN
Bez hon eus, a-benn bremañ, meur a hini prest a-walc’h d’hen degemeret. Ar floc’hed a y-a kuit dre an tu-kleiz. Lavar din ’ta, va mab, penaos eo tremenet lidoù ar gurunidigezh.

OLIER
A ! va zad, pebezh gouel kaer a zo bet ! Biskoazh ar bobl breizhad na ziskouezas muioc’h a c’hrad-vad nag a garantez da heritour kurunenn an duked, mab an aotroù Jafrez, hor mestr meurbet-karet ha bet keuziet-kenañ !

KEROMAN
Mad a ra ar bobl karantezus-se. Soñj mat am eus penaos pa c’hanas hor priñs yaouank, ar vro a-bezh a ur vouezh a c’houlennas ma tougje an anv kaer a Arzhur, ha kement-se en despet da c’hoantuzioù fall Herri II a Vro-Saoz, e eontr.

OLIER
A zo gwir, va zead, Herri Bodbalan a oe ret dezhañ asantiñ da vennozh an holl. Meur a wech, e kanaouennoù ar varzhed, em eus klevet kont eus Arzhur-an-Daol-ront. Hervez ar re-mañ, ur wrac’h a bareas dezhañ e c’houlioù, hag e teu, goude meur a gañved, da zishualañ Breizh-Izel.

KEROMAN
Gouelañ ’reomp c’hoazh hiriv da varv an dukez vat Konstañs. Nag a fouge oa enni gant he mab ! War he zremenvan he c’hleven o lavaret hag oc’h azlavaret da Lan a Zinan, mestr kelenner ar bugel : « Dalc’hit lec’h ac’hanon e-kichen va mab, hag evit kement-se, lezit a-gostez pep tra all... » Lavar din ’ta, Olier, penaos eo bet an ofis.

OLIER
Goude an aviel, e-pad ma laoske ar bobl youc’hadennoù a levenez, an aotroù arc’heskob a zo aet betek an aotroù duk, ha goude bezañ lakaet ar gurunenn war e benn, en deus e saludet betek teir gwech. Breizhiz eus o zu o deus youc’het : « Bevet Arzhur ! duk ar Vretoned ! Noel ! Noel ! da vab Jafrez ha Konstañs !... » Goude an oferenn, ar ganaouenn a drugarez a zo bet kanet gant ul levenez dispar. D’ar mare-se eo ’on bet degaset d’ho kaout.

KEROMAN
Hag e welez, va mab, eo prest pep tra.