XIX Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

LAOU AR REIER, AR BARZH

LAOU AR REIER
Klasker bara, ha lavaret a ri din petra ’sinifi da gomzoù dic’hiz ?

AR BARZH
Aotroù, livirit din da gentañ piv a anvit « klasker bara » ?

LAOU AR REIER
Lez al lorc’h a-gostez, boued ar groug !... Piv en deus dizoloet dit sekredoù va buhez ?...

AR BARZH
Anaout a rit eta eo va gouiziegezh uhel hag eeun ?

LAOU AR REIER
Na gredan tamm ebet ez kouiziegezh. Hogen, da deod a zo re lemm evit na’m befe ket aon da vezañ flemmet gantañ. Ret eo din kaout da c’her.

AR BARZH
Ha soñjal a rit, aotroù Laou, e werzhan-me va zeod evel ma werzhit ho kleze ?...

LAOU AR REIER
Adarre, sarpant milliget ! C’hoant az peus ’ta da’m c’has betek penn ?... Mat ! desk, mar kerez, penaos an disterañ ger war gement-mañ a gousto dit...

AR BARZH
N’em eus morse krenet dirak den, aotroù kont, nebeutoc’h c’hoazh e krenin dirak ur spier gwerzhet da Yann Dileve !

LAOU AR REIER e kounnar
Dre an ifern ! kas a ri da sekredoù ganez en douar !

Tennañ ’ra e gontellazenn, hag e sailh war ar barzh ; ar barzh a bar an taol hag a denn e armoù digant Laou.

AR BARZH
Dont a ra ganeoc’h, aotroù kont !... En em lakaat a rit e tro a-benn-vremañ da seveniñ ho promesaoù !

LAOU AR REIER
Daonet n’vin ket ! Da vuhez am bezo, pe peoc’h a roy !

Tennañ ’ra e gleze.

AR BARZH
C’hoant ho peus, aotroù, e ve galvet unan bennak, ma lavarin dezhañ ar penn abeg eus an tousmac’h-mañ ?

LAOU AR REIER er-maez anezhañ e-unan
Serr da c’henoù, reuzeudig ! pe me az lazho evel ur c’hi !

AR BARZH
Lakit ho kleze en e lec’h, aotroù kont ; va zeod na vo ket gwerzhet deoc’h ; hogen, me ho ped, it buan d’ho maner, ha na gailharit mui kastell ho mestr dre ho falloni kuzhet.

LAOU AR REIER
Setu unan bennak o tont.

AR BARZH
Peoc’h d’ho tro ! me na werzhan den, zoken an dud digalon !