XVIII Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, UN EMBANNER A VREZEL o tont a-zehoù

AN EMBANNER
En anv hon aotroù Arzhur a Vreizh-Izel e teuan da gemenn deoc’h e vezo digor ar c’hoarioù a-benn un eur, hag ’oc’h galvet holl da zont da gemeret perzh enno.

ROHAN
Deomp da lakaat hon armoù e stad. Aotrounez, deu’t da’m heul.

HOLL
Deomp da sal an armoù !

Mont a reont er-maez. Laou ar Reier a chom er penn a-dreñv, ar barzh war e lerc’h. Pa’z a da sortial e tistro hag e krog e brec’h ar barzh, oc’h e sachañ war leur an teatr.