XVI Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR BARZH e-unan, o tont eus e doull-kuzh
Klevet em eus kement o deus lavaret !... Entent mat am eus graet ivez !... O islonk a ourgouilh, a c’hoantegezh hag a vileni !... E-pad m’emañ pep tra el levenez amañ, an drubarderezh a y-a en-dro, en deñvalijenn... Paourkaezh Arzhur, va mestr mat ! kae, na zilezin biken ac’hanout ! An drubarded o deus touet koll ac’hanout, her gouzout a ran, hogen kaout a raint ac’hanon war o hent. Mont a rin d’o heul e pep lec’h, heñvel ouzh lagad Doue, heñvel ouzh e lealded, hag e tiarbennin o zroioù kuzh. A ! va Doue !... petra da ober ?... Ha diskuilh a rin d’an aotroù Arzhur ?... Perak trubuilhiñ plijadurezhioù un deiz ken kaer ?... Nann... Soñjal a-zevri, ha gortoz, setu me ’gred ar pezh ar zo ar gwellañ evit bremañ. Aet eo kuit an trubard Yann Dileve ; fiziout a ra war an hini en deus prenet. An digalon a zo aonik... Me a daolo evezh warnañ. Ha me, va Doue ! me a laka va fiziañs ennoc’h, c’hwi am sikouro. O ! bennozh, mil bennozh deoc’h, da vezañ graet din kaout anaoudegezh a gement-mañ. An duk a vo salv, pe me a varvo evitañ ! Met... erru ez eus unan bennak !... Dont a ran da vezañ adarre ar barzh paour ma’z oan gwechall... Kuzhomp hor soñjoù !...