XIV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

YANN DILEVE, LAOU AR REIER o tont dre an tu-dehoù, AR BARZH kuzhet

LAOU AR REIER
Aotroù, setu me, pa hoc’h eus va galvet.

YANN
Kontant ’on ac’hanoc’h, aotroù koant pa’z oc’h deuet ken buan. Bez ez oc’h, me ’gred, senechal eus ar Poatou ?

LAOU AR REIER
Ya, aotroù.

YANN
Re nebeut eo an anv a senechal evit un den kalonek eveldoc’h.

LAOU AR REIER
Va genivelezh ha va zroioù-kaer n’o deus ket roet tro din da sevel uheloc’h ; setu perak ne c’hoantaan netra all ebet.

YANN
Ha koulskoude, daoust ha n’en em gavit ket izelaet o vezañ evel-se dindan galloud ur bugel ?

LAOU AR REIER
Enoret ’on eus e vignoniaj, goude ma c’hell marteze e garg nevez ober dezhañ ankounac’haat unan eus e wellañ servijerien gozh.

YANN
Gwir a livirit, aotroù koant ; sked ur gurunenn a drell a-benn vremañ daoulagad c’hoazh ken dinerzh. Douetus-bras na vefoc’h morse nemet senechal a renk izel.

LAOU AR REIER
N’eus forzh, va mestr eo bepred koulskoude, ha dleout a ran dezhañ fealded ha sentidigezh ; roet em eus va ger a zijentil.

YANN
Arzhur, ho mestr ?... Ne vezo mui a-barzh pell !...

LAOU AR REIER
Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?...

YANN
Nann, ur priñs ken dinerzh na vezo ket evit gouarn kement a zouaroù hag a bobloù. Daoust ha na falvezfe ket dezhañ zoken ren war Vro-Saoz ?

LAOU AR REIER
Na fell ket dezhañ hoc’h anaout ’ta ?

YANN gant c’hwervder, ha goapaüs
Nann ! An duk a Vreizh-Izel a c’hoantafe hepken cheñch doare d’an traoù, o lakaat e eontr dindan e gulatoriezh. A ! m’en deus c’hoant da ober a c’hoari-se e-pad ur pennadig amzer, me ’lavar e c’hellfe koustout ker d’e hardizhegezh divergont.

LAOU AR REIER
Met... ha krediñ a c’hellit e tilezo e wirioù ?

YANN
Ya, dilezel a ray e wirioù. Ouzhpenn, e roio din ar Men hag ar Poatou, fiziet ennoc’h.

LAOU AR REIER
Aotroù, gwall bell ez it, kalz traoù diaes da gaout a c’hoantait, ne zeuoc’h ket a-benn...

YANN
Ne zeuin ket a-benn, a livirit ? Gouezit ze on prest da ober n’eus forzh petra evit kement-se. Arzhur a blego... pe a varvo !

LAOU AR REIER
O Doue !

YANN
Ha c’hwi, aotroù kont, ma prometfen deoc’h ho sevel uhel em rouantelezh a Vro-Saoz, daoust ha ne vefec’h ket kontant da reiñ sikour din evit dont a-benn eus va zaol ?

LAOU AR REIER
Un drubarderezh eo a c’houlennit diganin !...

YANN
Dilezel ur priñs dinerzh ha dic’halloud evit servijañ, leun a enor, ur mestr bras ha galloudus, klevit mat, n’eo ket un drubarderezh.

LAOU AR REIER
Ha petra ’ta em befe da ober evit kaout perzh en ho promesaoù ?

YANN
Laou, gwelloc’h eget n’eus forzh piv e c’hellez reiñ da glevet d’an duk a Vreizh-Izel eo gwelloc’h dezhañ lezel div broviñs, evit derc’hel e zukaj.

LAOU AR REIER
Hag e vuhez ?...

YANN
E vuhez !... a zo etre da zaouarn !...

LAOU AR REIER
Penaos ? Etre va daouarn ?...

YANN
Ha kalz a vadoù ouzhpenn. Eizh sac’had aour a vezo roet dit pa zeuy da zegas din ar c’heloù ez out deuet a-benn eus da daol !

LAOU AR REIER gant estlamm
Aour, n’eus forzh pegement !... Duk ha kannad e Bro-Saoz !..

YANN
Kaout a rez mat ar pezh a c’houlennan diganez ?

LAOU AR REIER
Ha ma ne gavan ket ?...

YANN
Diwall mat, va den, petra ’ri... Marv dezhañ, teñvalijenn ha dienez dit, ma na rez ket va bolontez ! Hag ouzhpenn, ma tegouezhe dit morse diskuilhañ va c’hoantegezh, marv dit evel dezhañ !

LAOU AR REIER
A ! Aotroù !

YANN
Da zibab ho peus, aotroù kont, etre ur fealded hag ho kollo ho taou, hag un drubarderezh a saveteo an eil hag egile. Ac’hanta ?...

LAOU AR REIER
Met, aotroù, ur goustiañs am eus ; petra ’lavaro din ?

YANN
Me ’ra forzh eus da goustiañs ?... Pa brenan un den, va c’houstiañs a lavar din e tlean e baeañ. Din ’out, en em glevet ’omp ! graet eo ar marc’had !...

LAOU AR REIER
Gortozit !...

YANN
Petra zo ’ta ?

LAOU AR REIER
N’hoc’h eus ket lavaret din...

YANN
A ya !... An doare d’en em gemeret ?... Ret eo hel lavaret. Chomit e lez Breizh-Izel e-pad ar gouelioù-mañ. Me a zistro d’an Normandi. Roit da anaout d’an duk ezhommoù bras ho tud ; goulennit outañ skañvaat an tailhoù a bouez war ar bobl ha war an douaroù, Arzhur a enebo hag a lavaro en deus ezhomm arc’hant. Neuze e rooc’h ali dezhañ da reiñ din e wirioù, ha pa ne ve nemet evit ur pennad... En doare-se e trokoc’h ho kouriz a senechal ouzh mantell ar pennoù brasañ a Vro-Saoz... Peoc’h ! Piv a zo aze ?...