XI Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANN DILEVE e-unan
Ar barzh, kuzhet, en em ziskouez a ra bep ur mare.
Ha me ’meus kas ouzhit !... Kae atav, diwezhañ deuet eus ur ouenn disec’het, n’em eus aon ebet razout ! A ! na fell ket dit reiñ din da zouaroù ?... Daoust ha petra ’virfe ouzhin d’o c’hemeret ? En despet dit, ’on deuet a-benn da dapañ krog e Bro-Saoz ; hogen, se n’eo ket c’hoazh a-walc’h evidon; Da zisfiout em eus diouzh roue Bro-C’hall ; n’eo ket un amezeg aes, hag avi zo ouzh va enezenn. Ret eo din kaout ur begadig war an douar bras evit derc’hel penn dezhañ aesoc’h a se. Met, petra da ober ? Petra ?... Daoust ha kilañ a rafen dirak ur bugel ? A ! priñs bresk evel ur geotenn, me a ouezo ober dit plegañ da c’hoûg ! N’em eus gounezet seurt o vont dre gaer... Deomp bremañ dre guzh ha dre finesañ ! Daoust ha n’eus ket e lez Breizh ur falc’hon, aes da zoñvaat, hag a deufe a-benn da dizhout en e nij an dube lorc’hus-se ?... Hola ! tud zo dre amañ !...

Ur floc’h a deu dre gleiz.