X Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ARZHUR, YANN DILEVE

ARZHUR
Setu me e tres d’ho selaou. Petra zo, va eontr ?

YANN
Gouzout a rit, niz koant, penaos ’on deuet da vezañ roue war Vro-Saoz, dre destamant va breur Richard (ra vo Doue gant e ene !).

ARZHUR
Her gouzout mat a ran, aotroù ; hogen, ar pezh n’ouzon ket eo pe ez eus un testamant, pe n’ez eus ket. Richard en doa prometet start da’m mamm Konstañs ober ac’hanon hepken heritour kurunenn Bro-Saoz. Hag ouzhpenn, her gouzout a rit koulz ha me, dre va ganedigezh va gwirioù a zo, da nebeutañ, par d’ho re...

YANN
An dra-se avat a ve ret deoc’h displegañ dirazon. Penaos en em gemerot evit hen ober ?

ARZHUR
N’eo ket ganeoc’h-hu, aotroù, em befe ezhomm da gemeret kentelioù evit deskiñ bevañ, na kennebeut kentelioù a enor hag a fealded. Sakr eo komz un dijentil.

YANN
Komz un den bev, hag hi a dalv un testamant ?

ARZHUR
Un testamant ? Me’ garfe gouzout e pe lec’h emañ an testamant-se...

YANN
E Londrez.

ARZHUR
Ha perak n’eo ket bet diskouezet a-barzh ober dioutañ ?

YANN
Daoust hag ezhomm em boa-me eus aotreadur ur bugel ez on eontr ha kulator dezhañ ?

ARZHUR
Taolit evezh, aotroù ; ho komzoù a deu amañ d’ho kondaoniñ ! N’eo ket dre an hent eeun hoc’h eus gallet tapañ krog en ur rouantelezh ha n’oac’h nemet ar mirer anezhañ.

YANN
Mat ! Goulennit digant roue Bro-C’hall, mar hoc’h eus disfiziañs.

ARZHUR
Filip-Aogust n’en deus netra da welet e kement-mañ ; ha, mar plij din un devezh kemeret va zra, me a c’halvo marc’heien Breizh-Izel.

YANN
Hoc’h aotre a roit din eta da vezañ roue war Vro-Saoz ?

ARZHUR
Evel un dra fiziet hepken, aotroù, n’hen ankounac’hait ket !

YANN
N’ouzout ket c’hoazh, bugel dister, pegen pounner eo ur gurunenn ! Anaout a rez nebeutoc’h c’hoazh petra ’bouez ur c’hleze, hag e falvezfe dit ober al lezenn din ?

ARZHUR
Petra ’livirit ?

YANN
Kred ac’hanon, Arzhur ; bazhig aour an duked n’eo ket c’hoazh peurziazezet ez tornig dinerzh ; ro din da wirioù war ar Men hag ar Poatou, ha diwezhatoc’h, p’az pezo kresket e micher enorus an armoù, pa vezi marc’heg, Arzhur, me da anzavo evit heritour ha a zistaolo dit da wirioù.

ARZHUR
Setu te kavet gwall-uhel, marc’heg trubard ! Em lez hag en deiz m’on kurunet, eo e teuez da lavaret ar seurt traoù din ?

YANN
Arabat eo dit mont e kounnar ; n’ez ket da bennfollañ, niz koant ! Lavaret a ran dit a-nevez, n’ouzout ket c’hoazh petra eo ren ! A ! ma’z oufez !...

Amañ e weler ar barzh o tont ; sellet ha selaou a ra, hag ez a da guzhet ; dont a ra dre an tu-dehoù.

ARZHUR
Netra betek-henn na reas din kaout aon rak ar galloud. Va sujidi a zo etre va daouarn, ha va baroned a zo kalonekoc’h eget ho re, aotroù a Vro-Saoz !

YANN o kinnig dezhañ paper-parch
Dal Arzhur, na chom ket ur vunutenn pelloc’h da droiata ! Setu amañ ar siell dre behini e tilezez...

ARZHUR
Me ne zilezan netra, trubard !

YANN
Diwall, mar kerez, bugel ; va habaskted a y-a betek penn. N’ouzout ket e c’hallfe ar bleiz diskroc’henañ an oan...

ARZHUR
Gouzout a ran ez a alies ar grizder e kalon an hini kreñvañ.

YANN
Ar stadoù bras na zereont ket ouzh ar briñsed vihan.

ARZHUR
Yaouank ’on, gwir eo ; hogen ur gwad enorus a red em gwazhied. N’em eus morse graet anaoudegezh gant al leziregezh na gant ar falloni.

YANN
Da bevarzek vloaz, petra ’dalv da nerzh-kalon ?

ARZHUR
E pelec’h, Yann Dileve, ec’h eus diskouezet da hini ?... Daoust hag eo o lezel da vreur Richard Kalon Leon da vervel koulz lavaret er prizon ?

YANN
Komzoù goullo eo an dra-se !

ARZHUR
Ehan da’m zouellañ. Anavezet ’on bet evel duk a Vreizh-Izel gant roue Bro-C’hall, ha gouzout a ra peseurt gwir em boa er gurunen ac’h eus laeret war va c’houst. Desk kement-mañ : unan ’out eus va sujidi, da roue ’on !

YANN
Rouantelezh bresk, rouantelezh un devezh !

ARZHUR
Ro peoc’h, gwaz trubard ! Re bell ’on chomet ouzh da selaou. Ma n’az poa ken da zegas din, e c’hallez chom ez lez a Normandi... Distro pa gari... Kae, fae ’ran warnout ! Kenavo biken !

Mont a ra buan er-maez dre an tu-dehoù.