IX Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ARZHUR, YANN DILEVE, MOLAG, LAN A ZINAN, LAOU AR REIER, GUIOMAR, HERVE A LEON, ROHAN, LOHIEG, MALASTRED, DIJENTILED

ARZHUR diskennet eus e gador
Ac’hanta, va eontr, petra ’livirit eus va fobl ?

YANN
Tud vat kalonek, a dra sur, niz koant !... Avi am eus ouzhit !

ARZHUR
N’eo ket a-walc’h o gwelet da zeiz gouel, ret e vije o gwelet en emgann.

YANN
Anv Breizhiz a zo bet, a-zoug ar wech, spontus war dachenn ar brezel. Ha mar ’z eus bet biskoazh avi ouzh ur gurunenn, niz koant, eo sur ouzh hoc’h hini. Evelato, n’ankounac’haan ket ar mennozh en deus va degaset betek ennoc’h ; ouzhpenn-se, dizale e vezo ret mat din kemeret adarre hent va bro ! Rak-se ’ta ma c’helljen kaout an eurvad da gomz ur pennadig ganeoc’h en ul lec’h distro...

ARZHUR
Pa gerot, va eontr. D’an dijentiled. Pellait un tammig, aotrounez, distreiñ a rin dizale d’ho kaout.

Holl ez eont kuit goude bezañ tennet o zog da saludiñ Arzhur.