VIII Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, KEROMAN, OLIER, BRETONED DIWAR AR MAEZ, UR BARZH-BALEER en o raok, TUD A VREZEL o tont a zehoù

AR VRETONED oc’h antren
Noel ! Noel !... Bevet hon duk ! Buhez hir d’an duk Arzhur a Vreizh-Izel !...

Arzhur a sav eus e gador, hag a ra sin da Yann da azezañ e traoñ delezioù an tron.

AR BARZH-BALEER
Hon aotroù duk, plijit ganeoc’h degemeret meuleudioù ha doujañs ho sujidi feal. Roit d’ur barzhig paour hoc’h aotre da ganañ en hoc’h enor ur ganaouenn a vrezel, a vezo kanet ivez gant ar goueriaded kaloek-mañ, a-unan ganin, hag ouzhpenn, fiziañs am eus, gant an aotrounez enorus ha tud a vrezel a zo amañ bezant.

ARZHUR
Reiñ a ran va asant gant plijadur. Tostait ! Tostait holl, va mignoned ; roit din ho pokedoù da gentañ, da c’houde c’hwi a gano.

UN DEN KOZH
Doue r’ho pennigo, hon aotroù duk ! Ar goañv kozh krommet eo a ro bokedoù d’an nevez-amzer yaouank-flamm... Gwir eo an dra-se koulskoude ! Hag e ro e voked.

UR C’HENTAÑ KOUER
N’eu ket ur paourkaezh ha n’en defe ur garantez virvidik hag un doujañs vras evidoc’h, hon aotroù duk !

ARZHUR
Bennozh Doue, tud vat ! Bennozh Doue !... boked

EIL KOUER o tostaat
A ! hon aotroù karadek ! N’em eus kavet da zegas deoc’h nemet bleuñv melen ar balan. Kement a dud a galon a zo en hor bro evel a zo a-voked er balanegoù ! Hag holl e c’houzañvfent ar marv evidoc’h, a dra sur ! Hag e ro e voked.

TREDE KOUER d’e vab
Tosta ’ta, te !

AR PAOTR BIHAN
Aon am eus !...

AR C’HOUER
Aon rak petra ? ’C’heus ket ezhomm da gaout aon ; kas ar boked ganez, pa lavaran dit !

ARZHUR gant madelezh
Deus, va bihanig ! n’eo ket da dit kaout aon !

Pokat a ra dezhañ.

AR C’HOUER
A ! va Jezuz benniget ! pegen eürus ’on ! An aotroù duk en deus poket da’m faotr bihan ! A ugent vloaz ez on yaouankaet !

AR BARZH
Ma rofe an aotroù e aotre din e rafen c’hoazh ur goulenn all outañ.

ARZHUR
Komzit, barzh enorus, petra ’c’hoantait ?

AR BARZH
An aotroù duk a oar, moarvat, penaos dañsal ha kanañ na reont nemet unan.

ARZHUR
Ya, a dra sur. Mat ! Barzh kalonek, kanit ha dañsit ’ta. – Aotrounez, grit frankiz d’an dud vat-mañ.

An dijentiled en em renk a bep kostez d’an tron.

AR BARZH
Pep hini en e lec’h !... Ha bezomp evezhiek !

KANAOUENN
Kouerien lezit ho parkeier,
Ha deu’t da heul ar barzh kaner !
Bugale Breizh, o tiskanañ,
Saludit holl an deiz kaer-mañ !
Evit embannañ madelezh
Hon duk Arzhur, hor mestr nevez,

Bretoned, bezomp holl laouen,
Kanomp holl hor c’haer kanaouenn !
Bretoned, a greiz kalon, lidomp a gouel kaer-mañ !
Binioù, sonit gaeoc’h betek ar gêr bellañ !
Ra vo meulet dre-holl,
E pep lec’h ma par an heol !
Ra vo meulet bepred
Duk ar Vretoned ! Ge !

Ma ’ndefe an enebour c’hoant
Da zismegiñ hon duk ken koant !
Goude na rafe nemet neuz,
Dizale gantañ ’savfe keuz ;
Rak labourerien Breizh Izel,
Dindan o baroned uhel,
Dre an blaenenn, dre ar menez,
A sailhfe war an dud divadez !...

Ni ’stourmo betek kaout an trec’h,
Hep kilañ, dizamant, dinec’h ;
An erminig a luc’ho c’hoazh,
Skedusoc’h ’vit n’eo bet biskoazh,
Bremañ pa’z eo bet unanet
Gant anv kaer mab an duked,
A gar meurbet ar Vretoned,
A zo ganto ivez ken karet !...

AN DIJENTILED o strakal o daouarn
Brav !... Brav !... Mat !... kenañ !...

ARZHUR o sevel
Kanet mat ec’h eus, barzh kalonek ! Ur gopr ac’h eus gounezet. Petra ’pefe c’hoant da gaout ?

AR BARZH
Re a vadelezh eo kement-se, aotroù duk ! Ouzh petra e c’hell kaout avi ur barzhig paour eveldon-me, a zo bepred o vont eus ur c’hastell d’egile o kanañ traoù meulus an amzer dremenet ?

ARZHUR
Penaos ’ta, n’ac’h eus ezhomm a netra ?...

AR BARZH
Paeet a-walc’h ’on pa’z eo gwir em eus plijet deoc’h. Koulskoude, e vijen en em blijet muioc’h o terc’hel ur c’hleze eget o terc’hel an delenn... Met petra ’servij ? an traoù n’int ket bet aet war an tu-se...

LAN
N’eo ket gwall-sklêr kement-se. Livirit deomp ’ta istor ho puhez.

AR BARZH
N’eo ket hir, siwazh !... Va zad, Pontbriand a raed anezhañ, va zad a yoa ur marc’heg dispont. Mont a reas d’an Douar Santel da heul Richard Kalon Leon, evit dasprenañ bez Hor Salver (meulet ra vezo !). Gloazet e meur a emgann, e oe ret dezhañ a-c’houdevezh distreiñ da Vreizh-Izel ; hogen, al lestr m’edo warnañ en doe da enebiñ ouzh ur barr-amzer fall spontus ; va zad a oe beuzet. Darbet e oe da’m mamm fallgaloni pa zegouezhas ar c’heloù-se ganti. War gement-se e teuas ar c’hleñved da dennañ diganti he nerzh hag an nebeud a zanvez a chome war he anv. Mervel a eure prestik goude. He c’horf a zo bet douaret e skeudenn ar groaz, dindan glasvezh al lann. Setu me emzivad, hep gwenneg na toenn ! Ur barzh a gemeras truez ouzhin hag a zeskas din e ganaouennoù ; abaoe neuze ar barzh-baleer a ya eus ur maner d’egile, o laouenaat an duchentil a gar reiñ degemer dezhañ.
Setu, aotroù duk, petra eo bet va buhez betek-henn ! 

ARZHUR
Dre feiz va zud kozh ! na vo ket gallet lavaret e chomez hep toenn, te, mab ur c’hoazour kalonek ! Me az kemer em servij, hag a-zalek hiriv e vezi e-touez va soudarded.

AR BARZH ur c’hlin harp en douar
Ra viot benniget gant Doue ha gant an dud, o c’hwi hag hoc’h eus bet truez ouzh an emzivad reuzeudik ! *O sevel.* Kontañ a c’hellit warnon ; me ’vezo holl deoc’h, pe e vo aes, pe e vo diaes din.

ARZHUR
Keroman, roit urzh da servijañ gwin ha chistr d’an dud vat-se war letonenn c’hlas ar park. D’ar goueriaded. It, mignoned, bezit holl laouen hag eürus, ha pedit evit ho priñs.

AN HOLL GOUERIADED
Bevet Arzhur !... Bevet hon aotroù !... Bevet hon duk mat !... *Mont a reont holl er-maez o teurel youc’hadennoù a levenez. Keroman, Olier, ar barzh hag an dud a vrezel, ar floc’hed hag ar mevelien a y-a ivez d’o heul, dre an tu-dehoù.