ar Plac’h dimezet gant Satan (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

Selaouit-holl, bihan ha bras,
Ar barzh-baleer ur wech c’hoazh.

Ur werz nevez am eus savet ;
Kozh ha yaouank, deuit d’he c’hlevet.

An dra-mañ pa oa degouezhet,
N’oan ket daouzek vloaz achuet.

N’oan ket daouzek vloaz achuet,
Ha setu m’em zri-ugentvet.

Deuy da’m selaou neb a garo,
Da selaou ar baleer-bro ;

Deuit da’m selaou holl, mar keret* ;    [kirit] 
’Benn ur pennad na reot ket.