Merzhin barzh (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ma mamm-gozh baour, em selaouit*    [K silaouet] 
D’ar fest am eus c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederezh nevez
A zo laket gant ar roue.

– D’ar rederezh na yefec’h ket,
D’ar fest-mañ na da fest ebet ;

Na yefec’h ket d’ar fest nevez,
Gouelañ ’peus graet ’hed an noz-mañ* ;    [K -me] 

Na yefec’h ket, mar dal ganin*,    [K gane] 
Gouelañ ’peus graet en ho huñvre. –

– Ma mammig paour, ma em c’harit*,    [K c’haret] 
D’ar fest em lezfec’h da vonet. –

– O vont d’ar fest c’hwi a gano,
O tont en-dro c’hwi a ouelo. –