Marv Pontkallek (4)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    IV

D’ar sul kentañ pask, hevlene,
Oa kaset kannad da Verne.

– Yec’hed mat deoc’h holl, er gêr-mañ ;
Pelec’h ’ma ar person dre-mañ ?

– ’Mañ o lâret e oferenn,
’Mañ o vonet gant ar bre’genn. –

Pa oa o vonet d’ar gador,
Oa roet ul li’er el levr :

Ne oa ket gouest evit e lenn,
Gant an daeroù dimeus e benn :

– Petra zo c’hoarv’et a-nevez,
Pa ouel ar person er c’hiz-se ?

– Gouelañ a ran, ma bugale,
War pezh a rafec’h-c’hwi ivez.

Marv, peorien, neb ho mage,
Neb ho kwiske, neg ho harpe :

Marv an hini ho kare,
Berneviz, koulz eveldon-me,

Marv neb a gare e vro,
Hag her grez betek ar marv ;

Marv da zaou vloaz warn ugent,
’Vel ar verzherien hag ar sent ;

Doue, ho pet outañ truez !
Marv eo ’n aotroù ! marv eo ma mouezh !

    – Treitour ! a !
    Mallozh dit !
    Mallozh dit ’ta !
    Treitour ! a !
    Mallozh dit ! a !