Marv Pontkallek (2)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
II
Pellik zo emañ dianket ;
Evit e glask n’e gaver ket.
Ur paour eus kêr, o klask e voued,
Hennezh en deus hen diskuliet.
Ur c’houer n’her defe ket graet,
Pa vije roet de’añ pemp kant skoed.
Gouel Maria ’n eost, deiz evit deiz,
An dragoned oa war vale :
– Lîrit-hu din-me, dragoned,
O klask ar markiz emaoc’h bet ?
– O klask ar markiz emaomp bet ;
Daoust penaos emañ-eñ gwisket ?
– Er c’hiz diwar-maez ’mañ gwisket ;
Glas e vourled hag eñ bordet ;
Glas e jak*, ha gwenn e chupenn ; [LV soubreveste]
Getroù ler, ha bragoù lien ;
Un togig plouz neudennet ruz ;
War e skoaz, ur pennad blev du ;
Ur gouriz ler ; div bistolenn,
Hag i a Vro-Spagn, a zaou denn :
Gantañ dilhad pilhoù-huan,
Gant unan alaouret dindan.
Mar fell deoc’h-hu roiñ din tri skoed,
Me a rey deoc’h-hu e gaouet*. [gaout]
– Tri gwenneg zoken na rimp ket,
Taolioù sabrenn, ne lâromp ket ;
Ne rimp ket zoken pemp gwenneg,
Ha te ’rey deomp kaout Pontkalleg.
– Dragoned ker, en an’ Doue :
Na it ket d’ober droug din-me :
Na it ket d’ober droug din-me ;
Ho hentañ raktal e rin-me :
’Mañ-eñ du-se, er sal, ouzh taol,
O leinañ gant person Lignol.