Liñvadenn Gêr-Is (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ar Roue Gradlon a venne :
« Koanourien da, da eo gane
Monet da gouskiñ ur banne,

« Da gouskiñ ’afec’h antronoz
Manit-hu ganeomp-ni fenoz
Hogen pa vennit-hu, bennozh ! »

Serc’heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouzh merc’h ar Roue :
– Klouar Dahud, nag an alc’hwez ?

– An alc’hwez a vezo tennet,
Ar puñs a vezo dibrennet
Pezh a youlit-hu ra vo graet !