Liñvadenn Gêr-Is (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ha ’glevas-te, ha ’glevas-te
Pezh a lavaras den Doue
D’ar Roue Gralon en Is be* ?    [evit bez ?] 

« Arabat eo en em barat !
Arabat eo arabadiat !
Goude levenez, kalonad !

« Neb a beg e kig ar pesked
Gant ar pesked a vo peget
Ha neb a lonk a vo lonket,

« Ha neb a ev, ha gwin a vesk,
A evo dour evel ur pesk
Ha neb na oar a gavo desk. »