Buhez Sant Ronan

An aotroù Ronan benniget
’Enez Iverni* a oa ganet, [Iwerzhon]
’Bro-Saoz, en tu all d’ar mor glas,
Dimeus a penntizien vras.
Ur wech ma oa en e bedenn,
En doa gwelet ur sklêrijenn
Hag un ael kaer gwisket e gwenn,
A gomzas outañ evel-henn :
– Ronan, Ronan, kerzh alese ;
Gourc’hemennet eo gant Doue
Evit saveteiñ da ene,
Mont da chom e douar Kerne. –
Ronan ouzh an ael a sentas,
Ha da chom e Breizh e teuas,
Kent e traoñ Leon, ha goude
E koad Neved*, e bro Kerne. [la Forêt Sacrée e galleg]
Daou pe dri bloaz oa pe ouzhpenn,
M’oa eno ’ober pinijenn,
Pa oa ur pardaez ’toull e zor,
War e zaoulin, dirak ar mor ;
Ken a lammas ur bleiz er c’hoad,
A-dreuz en e veg un dañvad ;
Ha war e lerc’h un den, timat,
Hag a ouele, gant kalonad ;
Ha Ronan gant truez outañ,
A bedas Doue evitañ :
- Aotroù Doue, ha me ho ped ;
Grit na vo an dañvad taget ! -
Ne oa ket e bedenn lâret,
Pa oa an dañvad degaset,
Hep droug ebet, war dreuz an nor*, [K nour]
Dirak Ronan hag an o’ac’h paour.
Ac’hano da zont an den kaezh
’Deue d’e welet alies ;
Gant plijadur bras e teue
Evit klevet komzoù Doue.
Hogen ur c’hwreg a oa gantañ,
Hag hi gwall bizh, anvet Keban,
Hag hi a zeuas d’argasiñ
Ronan en abeg d’e hini.
Un deiz a oa bet d’e gaouet* [d’e gavout]
Ha trouz de’añ hi devoa graet :
- Chalmet hoc’h eus tud ma zi-me,
Ma gwaz koulz ha ma bugale.
Ne reont ’met ho tarempred holl,
Ha ma danvez a ya da goll.
Ma na sentit ouzhin muioc’h,
Kaer ’po chilpat, me ’rey ganeoc’h ! -
En he fenn e lakas neuze
Da c’hwanañ den santel Doue.
Hag hi mont da gaout ar Roue,
Gradlon, en tu all d’ar menez :
– Aotrou Roue, ha me ho ped ;
Ma flac’hig-me zo bet taget :
Ronan Koad Neved ’deus her graet ;
O vont da vleiz ’meus her gwelet. –
Evel ma oa bet tamallet
Ronan da Gemper oa kaset,
Ha taolet e-barzh ur c’hav don
A-berzh aotroù roue Gradlon.
Met ac’hane pa oa tennet,
Diouzh ur wezenn e oe staget,
Ha daou gi gouez ha diboellet
Warnezhañ timat oa laosket.
Hag eñ hep man na kaout aon
A reas ur groaz war e galon ;
Ken a dec’has ar chas raktal
Evel diouzh an tan, oc’h harzhal.
Gradlon pa welas kement-se
A lavaras d’an den Doue :
– Na petra ’vat a rin-me deoc’h
P’emañ Doue en tu ganeoc’h ?
– Netra ’vat me na c’houlennan,
Nemet truez d’ar c’hwreg Keban ;
He bugelig n’eo ket marv,
Ganti en arc’h oe klozet bev. –
An arc’h a oa ket degaset,
Ar bugel enni oe kavet,
Hag eñ war e gostez marv ;
Ha Sant Ronan e lakaas bev.
An aotroù Gradlon hag e dud,
Souezhet-bras gant ar burzhud,
’N em strinkas dirak Sant Ronan,
O c’houlenn trugarez outañ.
Hag eñ e-maez, d’ar c’hoad en-dro,
Da chom di betek e varv ;
Eno oc’h ober pinijenn
Ur maen kalet dindan e benn ;
Gantañ krogen un ounner vrizh,
Ur skoultrig gweet da c’houriz,
Ha da evañ dour ar poull du,
Ha bara poazhet el ludu.
Pa zeuas e dremen diwe’añ,
Pa eas kuit deus ar bed-mañ,
Daou ejen gouez kann diouzh ar c’harr,
Tri eskob d’e gas d’an douar.
Hag i degouezhet gant ar stêr,
Ha kaout Keban diskabell-kaer,
Oc’h ober lizioù d’ar gwener,
Daoust da wad Jezuz, hor Salver ;
Hag hi sevel he golvazh prenn,
Ha darc’hañ gant korn un ejen,
Ken a zilammas gwall-spontet,
E gorn gant an taol diframmet.
– Kae, mab gagn, kae da’z toull en-dro !
Kae da vreinañ gant chas marv !
Ne vi ket kavet bremañ mui
Oc’h ober goap ac’hanomp-ni. –
N’oa ket he genoù peurserret,
Pa oa gant an douar lonket
E-touez moged ha flammoù-tan,
E-lec’h ma c’helver Bez Keban.
Mont a eure atav ar c’harr,
O kas Sant Ronan d’an douar ;
Pa chomas sonn an daou ejen,
Hep kerzhet mui na raok na dreñv.
Eno e oe laket ar sant,
Evel ma kreder ’oa e c’hoant ;
E penn an nec’h eus ar c’hoad glas,
Eeun-hag-eeun dirak ar mor bras.