Bleunioù mae (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    I

Neb a wele Jeff war an aod,
Drant he lagad, ruz he divjod ;

Neb a wele Jeff er Pardon,
A deue joa en e galon.

Neb he gwele war he gwele,
Gant truez outi a ouele.

Gant truez deus ar plac’hig klañv ;
Ken gwenn evel ul lilienn hañv.

Hi ’lâre d’he mignonezed
War bankig he gwele kousket :

– Mignonezed, ma em c’haret*,    [c’harit] 
En an’ Doue, na ouelit ket ;

C’hwi ’oar avat, mervel zo ret :
Doue war ar groaz en deus graet. –