Klud ar goulm
- Armella
- Baleadenn gwechall
- Bevet ar Varzhed !
- Buhegezh vruzunet !
- Delioù kouezhet
- E koun Liz Bellec
- En em grouget
- Eured Madelen
- Hag e viromp hon spi...
- Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Kerent karet...
- Kistin ar c’hozhiad
- Klud ar goulm
- Kouskit e peoc’h !
- Lenn Ostrovo
- Mouezh an durzhunell
- Nedeleg ar martolod
- Pegoulz ?
- Serbed
- Son ar chistr
- Sponterez pesked
- an Harlu
- ar C’hoadour
- ar Vamm-gozh
- ar Vuzulmanez kozh
An noz en em led war ar vro ;
An avel goañv a c’hwezh garv,
Hag amzer fall hen gor ;
Ar c’hoad o klemm hag o strakal,
En oabl, ar brini o koagal,
Poent-bras klask ar goudor.
War ur skourrig leun a vrañskell,
Ur goulm a gouezh, a-denn-askell,
Faezh ha yost, ha pounner ;
Treiñ ha distreiñ a ra he fenn,
He goûg o sevel, oc’h astenn,
He sell skoemp* ha tener. [milzin]
N’emañ ket amañ he c’hledour ;
Pelloc’h, avat, e-tal an dour,
Ul lec’h kevanezus
War un dervenn, kuzhet ken brav,
E gein d’ar yenienn, d’ar glav,
O kludig diskuizhus !
Ha, hep strafuilh, e tec’h buan
Diwar ar skourr dister ha gwan,
E tec’h evel un tenn ;
Daou flak ! flak ! lemm war an avel ;
Ar goulm a zo en he c’havell,
Dinec’h ouzh korventenn.
Ha, war he c’hlud, e-tal an dour,
Ne oar ket penaos ur gedour
A glaske he buhez ;
Penaos hepken he c’hoantiri
He miras ouzh ur marv kriz,
Ur marv didruez...
– War ho klud koant, koulmig dinoaz,
Hunit dispont betek warc’hoazh...
Kerkent hag ar beure,
Tec’hit da voueta – hag evezh !
Ha, war-lerc’h trubuilh ho tevezh,
Deu’t d’ho klud adarre.
Dalc’hit dezhañ e-pad ar goañv,
Ha, pa deuio an nevez-hañv,
Gant bleunioù ha tommder,
Savit, a-damdost, un neizh blod,
Gant ur par kuñv evit ho lod,
Ha, deomp, kanit seder.
Kan ar c’houlmed, en-dro d’an ti,
A garg ar maeziad a zudi
Hag a skañva e boan ;
Ouzh e selaou, war doull e zor,
En e galon, laouen digor,
Huñvreoù a ziwan...
.......
A-us d’am fenn, war an dervenn,
Gwaskedet gant un iliavenn,
Trouzoù, er c’hlud, n’eus ket ;
An noz, teñval evel ur sac’h,
Gwall amzer, skorn, grizilh, kazarc’h :
Ar goulm a zo kousket !