Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Armella
- Baleadenn gwechall
- Bevet ar Varzhed !
- Buhegezh vruzunet !
- Delioù kouezhet
- E koun Liz Bellec
- En em grouget
- Eured Madelen
- Hag e viromp hon spi...
- Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Kerent karet...
- Kistin ar c’hozhiad
- Klud ar goulm
- Kouskit e peoc’h !
- Lenn Ostrovo
- Mouezh an durzhunell
- Nedeleg ar martolod
- Pegoulz ?
- Serbed
- Son ar chistr
- Sponterez pesked
- an Harlu
- ar C’hoadour
- ar Vamm-gozh
- ar Vuzulmanez kozh
war don ar Garantez kuzhet
Ha pa gouezhas ar serr-noz, ar serr-noz war ar vro,
E tec’his diouzh ma zi, trec’het gant an daeroù...
Heol ma Breizh, nevez-guzhet, a ruzie an neñvoù
Hag a lâre da’m soñj : argad, gwad ha kañvoù !
Warlene, d’ar c’houlz bloaz-mañ, hevelep kuzh-heolioù
Ne zegasent ket soñj din-me a vrezelioù.
Soñj ma yaouankiz roet d’ur pried ar furañ,
Eñvor devezh-eured, eñvor an tenerañ !
Hon daou, priedoù yaouank, a-vec’h c’hoazh unanet,
Ni a gane seder an amzer da zonet...
Biken n’hon dije kredet e tarzhje ar brezel :
Flour e oa hon neizhig war douar Breizh-Izel !
Siwazh ! tri mizvezh a zo, e hivroudan amañ :
Ma den meurbet karet pelec’h emañ bremañ ?
Du-hont emañ marteze, ’kreiz an emgann, tizhet,
Ezhomm dezhañ sikour, hag eñ peudilezet...
Peotramant en deus ivez, leun a nerzh, a yec’hed,
Dienez a bep tra, naon dezhañ ha sec’hed.
Pe c’hoazh emañ astennet war wele ur c’hlañvdi,
Ha ne welo biken nag e wreg nag e di...
Ha piv a lâro din-me n’emañ bet o c’hervel
Ac’hanon ur wech c’hoazh, ur wech a-raok mervel !
Mar gallfen, da vihanañ, an’ve’out e zoare,
Kemer, gant ma foanioù, ul lodenn eus e re...
Met netra, nann, dioutañ : na keloù, na lizher !
Ma nec’hamant a gresk, a gresk gant an amzer.
Peoc’h ankenius ar serr-noz ha sioulder ar menez
A frailh ma c’halon baour hag a wask ma ene.
Netra nemedout, evnig, a gan a-us da’m zi,
N’hall reiñ din-me kennerzh, n’hall dont da’m frealziñ.
Pa oa eñ, te a gane ; bremañ c’hoazh e kanez !
Kendalc’h da ganañ din, luskell ma droug-hirnezh.
N’ouveez* ket nag a vad a ra d’ur wreg poaniet [n’ouzez ket]
Klevet da gan serr-noz, da ganig ankeniet...
Gwerc’hez vat ar Peniti, klevit ma galvadenn,
Selaouit, me ho ped, selaouit ma fedenn :
Pa vo trec’het ha flastret enebourien ar vro,
Degasit, divac’hagn, ma fried kaezh en-dro.
Da c’hortoz, roit din-me nerzh da zougen ma c’hroaz,
Nag e tegouezhfe de’i be’añ pounneroc’h c’hoazh...
Poan n’eo netra da c’houzañv gant ma c’hallin un deiz
Adwelet ma fried, bevañ dinec’h goude.
Nag e vo flour hon neizhig war douar Breizh-Izel,
P’en em gavfomp hon daou war-lerc’h reuz ar brezel !