daskor - facebook  daskor - css

Daskor

An dibaotañ reier eus Breizh hag eus ar Bed
A gaver ’ne fonnus e bro gaer Ploumanac’h.
An neb ’neus o gwelet na c’hello ket hen nac’h.
Reier all par dezho n’ez eus neblec’h ebet.

Mesk-ha-mesk ’int bodet a-hed an aodoù gouez,
Heñvel dimeus loened euzhus-tre ha direizh.
Ar galon dirage a drid leun a efreiz
Hag ar spered a van abaf gant ar souezh.

O brud, pell amzer zo, a red an douar holl
Hag an estrañjourien, bep hañv, ’zeu niverus
D’arvestiñ ouzh o ment hag o stummoù diroll.

Arvoriz ! bezet stad ennoc’h, bezet eürus
Da gaout en ho Mamm-Vro hevelep kaerderioù !
O diwallit gant nerzh evel gwir deñzorioù.

          Eost 1902