Dilezet em eus krenn politik sod ar Gall !
Mar plij dezhañ bout ruz, pe glas, pe du, pe gwenn,
Pe disliv, se avat a zo din-me ingal,
Rak fiañs ’bet n’em eus e mac’her kozh hon Gouenn !

Er Gambr, hon c’hannaded a zo skuizh o pediñ
Anezhañ, hep arsav, da reiñ un tamm frankiz
D’hon Bro santel na ra nemet huanadiñ
War o foan didalvoud ha war he stad iskis !

Anat eo ha sklêr n’hon eus-ni Bretoned,
Man ebet da c’hortoz eus e berzh ’met krizder,
Goap, dizanaoudegezh, rogoni ha tennder.

Betek an deiz e-lec’h ma vefomp unanet
Ha n’hon do ’met ur youl ! Neuze ’vat e c’hellfomp,
Hep goulenn digantañ, kemer pezh a garfomp !

          Gwengolo 1910