« Va daoulagad skuilhit daeroù,
An teatr breton zo marv
Dilezet-mik ha hep truez
Gant va broiz, allaz Doue ! »

N’eus ket gwall bell setu penaos,
E hirvoude da hanternoz,
’Kreiz un huñvre foll ha direizh,
Ur skrivagner brudet a Vreizh...

Hogen, abred eus ar beure,
Atô dindan gwask e huñvre,
Dihunet erfin pa savas

’N e gambr-labour petra ’gavas ?...
« Ur grugell pezhioù-c’hoari kaer
Nevez-savet en hon Yezh ker ! »

          Gwengolo 1905