daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Bro nerzhus an dud dir ! Bro galet ar reier !
’Vidon da vout ganet pell diouzh da lanneier,
Da Vrezhoneg, yezh aour, koant evel na zo ket,
Me, ma-unan, en daouzek miz, ’meus he desket.

’Meus he desket, o Breizh-Izel ! ’vit da ganañ,
’Vit da veuliñ ’vel m’eo dleet, hag entanañ,
Dre va sonetennoù, kalon da vibien vat
’Enep d’ar Frañsizien o gwaskerien divat.

’Meus he desket evit da garout muioc’h c’hoazh
Hag ivez ’vit kompren gwelloc’h eget biskoazh
Holl gaerderioù kuzhet ha dinamm da ene...

Bremañ va c’halonig zo leun a levenez,
O Breizh ! Ken lorc’hus ’on o c’houve’out* ar yezh    [gourvezout, gouzout] 
A gomze gwechall-gozh an delennerien gouez !

          Ebrel 1903