Gwerzhiour awenet Breizh-Vihan !1
Krouer uvel an Erminig !
Te hag a ganas hep dihan
Hon Mamm-Vro, war da zelennig !

Te ar mestr fur hag en deus groet*     [graet] 
Kement a ziskibien feal !
Te hag a zo bet ken skoet
Gant un tonkadur disleal !

Ankouez, hirie, tristidigezh
Ha poan-ene hag enkrezioù
’Vit degemerout, gant dudi,

O Kerzilin ! Anaoudegezh,
Karantez wir, trugarezioù
Ha doujañs don ar Vreizhidi.

          Ebrel 1912

1 Sonnig savet evit ul levr gwerzhioù moulet en enor d’ar barzh brudet-mañ.