Enor da Germarker ! Breton rik ha barzh mat,
          Enor ! Enor dezhañ !
A-dreuz d’ar c’hantvedoù gant herder ha dalc’hmat,
O Breizhiz a galon ! Dalc’homp soñj anezhañ.

E oberoù dispar ha gouiek ha fonnus,
          War hon lizheradur
A daol atô, a skuilh ur c’hloar ken lugernus
M’o deus erez outi ar Frañsizien hudur.

Diskwelet ’neus d’ar Bed pegen kaer eo hon yezh,
Ha penaos n’ez omp ket, pell ac’hane, tud gouez,
Met ur Bobl ijinus, reizh, fur ha karadek.

Setu aze perak e tleomp ’n e geñver
Bezañ leun a zoujañs, Arvoriz anaoudek !
Enoriñ e eñvor zo ’vidomp un dever.

          Gwengolo 1906