daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Ma ne vijen Breizhad, Breizhad ’karfen bezañ !
Me ’garfe bout ganet e bro ar bleuñv melen,
Bro na baouez enni an avel da c’hwezhañ
Hag ar barzh da ganañ nerzhus war e delenn !

Euzhusañ tonkadur ! Ma vijen bet, siwazh !
Ganet e Bro C’haskogn pe c’hoazh e Normandi,
En dra-se pa soñjan broud garv an annoaz
En em ene a skorn pep elfenn a zudi !

Rak ul lorc’h diziwezh eo din bezañ Breton,
Bezañ mabig da Vreizh ! da Vreizh an dud pennek
Ha leun a galonder ! da Vreizh ar brezhoneg !

’Vit he meuliñ va mouezh, hep arsav, a ziston...
O douar va zadoù ! O Mamm-Vro venniget !
Va c’halon zo ’vidout a garantez karget !

         Eost 1909